Iliz an Adsav
Iskevrennad eus | Bez |
---|---|
Stad | Stad Palestina |
E tiriad | Jeruzalem |
Lec'h | Bez Santel |
Daveennoù douaroniel | 31°46′42″N 35°13′47″E |
Iliz an Adsav, pe iliz ar Bez Santel zo an iliz savet e Jeruzalem el lec’h ma oa bet staget Jezuz a Nazaret ouzh ar groaz, lakaet en ur bez (serret gant ur mên a ranker ruilhañ), hag adsavet da vev.
Hervez an Aviel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En ul liorzh emañ ar bez : « El lec'h ma oa bet staget Jezuz ouzh ar groaz e oa ul liorzh, hag el liorzh-se ur bez nevez ne oa bet lakaet den ebed ennañ c'hoaz » (Yann 19, 41).
Ar bez a oa da Jozef a Arimati ha toullet er roc'h : « ... un den pinvidig euz Arimati, anvet Jozef, eñ ivez diskibl da Jezuz... Lakaat a reas anezañ (Jezuz) en e vez nevez-flamm en doa graet toullañ evitañ e-unan » (Mazhev 27, 57.61).
Ur bank a zo en tu dehou e diabarzh ar bez : « En ur vont er bez e welont, azezet en tu dehou, un den yaouank gwisket e gwenn... » (Mark 16,5).
Serret eo gant eur mên a ranker ruilhañ : « Ruilh a reas ur mên braz dirak dor ar bez » (Mazhev 27,60).
Istor Bez Santel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E amzer Herodez Antipas ur vengleuz dilezet oa deuet da vezañ ul liorzh ; chom a rae ur piltos e kreiz, dezhañ 11 metrad a uhelder, anvet “ar glopenn”, e hebraeg “golgota”. War kostezioù ar vengleuz e oa bet toullet bezioù, da skouer hini Jozef a Arimati.
Hervez lezennoù ar Juzevien, n'edod ket aotreet da gaout bezioù e diabarzh kêr ; bez Jezuz a oa eta e diavêz kêr. Azaleg ar bloavezh 42 eo ec'h en em gavo ar Golgota e diabarzh ar ramparz pa vezo graet ramparzioù nevez gant Agrippa 1añ (41-44) da greski kêr Jeruzalem.
E 132, Hadrian a zifontas Jeruzalem da zevel kêr Aelia Capitola. Al lec'h a zeuas da vezañ ur forum hag e oe savet eno un templ en enor da Venus.
E 325, an eskob Makaire a reas furchadennoù hag a adkavas bez Jezuz.
E 335 e oe savet ha benniget iliz vraz amzer Kustentin Veur gant an anastasis (Bez santel) hag ar martyrium (chapel ar groaz).
E 614 e oe devet pep tra gant ar Bersed, Chosroès II. E 630 e oe adsavet an anastasis. E 967 hag e 1009 e oe devet ha distrujet pep tra gant ar Vuzulmaned. E 1149 e oe echuet ha sakret iliz ar Groazidi a zo hiziv c'hoazh en he zav[1].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Job an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, Ti embann Minihi Levenez, nn 51-52, 1998, p. 146.