Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Istor Island

Eus Wikipedia

Istor Island zo berr a-walc’h pa vez keñveriet gant istor kalz broioù all. Rak n’eus tud o chom en enezenn-se nemet abaoe an IXvet kantved. Pa seller ouzh an douarouriezh e c’haller lavaret ivez ez eo un enezenn « yaouank » a-walc’h, pa zeuas war wel war-dro 20 milion a vloavezhioù zo, da-heul tarzhadennoù menezioù-tan dindan vor.

Trevadenniñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad pell e chomas Island un enezenn didud. En Henamzer e reas ar moraer ha douaroniour eus Henc’hres Piteas ur veaj betek ur vro bell, anvet Thule gantañ hag a c’hallfe bezañ bet Island, hervez lod, hogen ne zegouezh ket digenvezded Island en amzer-se gant an deskrivadur a ra Piteas eus ur vro annezet ha ma oa puilh al laezh hag ar mel. Martezeadennoù all zo bet graet gant istorourien evit lec’hiañ an Thule-se : inizi Shetland, Faero, Norvegia pe Greunland.

Tammoù prouennoù zo (menegoù el lennegezh, kavadennoù henoniourien[1],[2]) e teuas menec'h kristen eus Iwerzhon ha Bro-Skos da ober o annez en Island a-raok ma erruas ar Vikinged. Met gant ar re-mañ eo e voe trevadennet ar vro da vat. Kontañ a reer diazezadur an dud kentañ deuet eus Norvegia da Island e dornskridoù evel al Landnámabók (fin an XIIvet kantved) hag an Islendigabók (deroù an XIIIvet kantved). En dornskridoù-se e kaver anvioù an drevadennerien gentañ gant istor o familh ha doare o buhez en enezenn.

Ur bajenn eus al Landnámabók en Ensavadur Árni Magnússon, e Reykjavík.

Hervez a lenner enno e erruas an dud kentañ eus Norvegia en IXvet kantved. Bez’ e oant moraerien o vont eus Norvegia da inizi Shetland pe Faero hag o doa kollet o hent. Hervez al Landnámabók e oa ar Viking kentañ a erruas en Island o tont eus Sørlandet, e su Norvegia. Naddoður e oa anv an den-se, a erruas dre zegouezh war aod reter Island pa oa o klask mont eus Norvegia da inizi Faero. Ne chomas en Island nemet e-pad ur pennad. Pa zistroas da Norvegia e kontas e oa bet en enez Snæland (bro an erc'h). Unan all a erruas eno dre zegouezh ivez eo Garðar Svavarson, a reas an dro d’an douaroù-se hag a gomprenas e oa un enezenn. An hini kentañ a yeas a-ratozh da Island e oa Flóki Vilgerðarson, anavezet ivez evel Hrafna-Flóki, hag a dremenas ur goañvezh war an aod, er gwalarn. Gantañ eo e voe roet un anv all d’an enezenn, Ísland (bro ar skorn).

An dud kentañ a zeuas da chom da vat d’an enezenn eo Ingólfr Arnarson hag e wreg Hallveig Fróðadóttir. Hervez al Landnámabók e rejont o annez en aod su an enezenn, er bloavezh 874, en ul lec’h a voe anvet ganto Reykjavík (“bae ar moged”), abalamour ma oa moged o tont eus an douar. Kement-se holl a lenner e dornskridoù hag a voe savet tri c’hantved goude an darvoudoù a gontont met klotañ a ra a-walc’h gant ar c’havadennoù a zo bet graet gant henoniourien e Reykjavík : roudoù zo bet kavet eus tud a oa bet oc’h ober o annez eno war-dro 870. Muioc’h-mui a drevadennerien a erruas goude-se, tud o tont eus su Norvegia dreist-holl hag ivez Vikinged eus Iwerzhon, Bro-Skos, hanternoz Bro-Saoz, inizi Orc'h, Shetland, Faero. Marteze e teuas sklaved kelt gant ar re a zeuas eus Iwerzhon ha Bro-Skos, rak diskouez a ra enklaskoù genetik graet er bloavezh 2000 e vefe hendadoù kelt gant etre 20% ha 25% eus tud Island.

Stad dieub Island (930-1262)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemeret e voe douaroù gant an drevadennerien gentañ. Ouzhpenn desevel saoud ha deñved, e vevent ivez diwar ar pesketa ha diwar chaseal balumed ha reuniged. Kalet e oa ar vuhez avat. Buan e komprenas an dud ne c’hallent ket bevañ pep hini diouzh e du hag e oa dav aozañ ar gevredigezh, evit bevañ e peoc’h. E 930 e voe bodet e Þingvellir dileuridi eus an holl glannoù en ur vodadeg vras, anvet Alþingi. Gant ar vodadeg-se e veze savet lezennoù boutin d’an holl, diskoulmet an dizemglevioù etre an dud ha barnet ar re a dorre al lezennoù. Emdreiñ a reas an Alþingi, pe Althing, a-hed an amzer, hogen lec’h kreiz ar galloud e chomas, ken evit sevel lezennoù ken evit barn an dorfedourien. Ar wech kentañ eo, en istor ar bed, ma oa savet un aozadur seurt-se, diazezet war youl dileuridi ur vro. Kreskiñ buan a-walc’h a reas poblañs Island, rak poblet-stank e oa Norvegia ha divroañ a rae an dud aleno, displijet gant doareoù aotrouniek ar roue Harald Iañ a glaske krignat galloud ar pennoù bihan. Diwezhatoc’h e teuas ivez Iwerzhoniz ha Skosiz da Island, en doare ma oa 40 000 a annezidi en enezenn e-kreiz an Xvet kantved.

Þingvellir, sez an Alþingi.

Dre ma kendalc’he Vikinged Island da verdeiñ e voe kavet douaroù nevez ganto. Gwelet e voe aodoù Greunland gant unan anezho, Gunnbjörn Úlfsson, hag unan all, Snaebjörn Galti, a glaskas dilestrañ eno e 978. Erik ar Ruz, eus aod kornôg Island, a zivizas mont di, war-dro 980 hag en em staliañ a reas eno e 986, hervez ar pezh a lenner e Saga Erik ar Ruz. Leifr Eiríksson, e vab, ganet en Island met diazezet e Greunland gant e dad, a vageas war-zu ar mervent war-dro ar bloavezh 1000 ha kavout a reas douaroù all, Helluland (Enez Baffin), Markland (Labrador), ha Vinland (an Douar-Nevez pe Enez ar C'hab Breton).

Annezidi gentañ Island, evel ar Vikinged all, a grede e doueed Skandinavia, evel Odin, Thor, Freyr ha Freyja. Dindan ren Ólafur Tryggvason, roue Norvegia, e voe kristenaet holl dud e vro. Neuze e voe kaset misionerien gristen eus Norvegia d’an trevadennoù en inizi, ha da Island en o zouez, adalek ar bloaz 980. Diaes e voe treiñ Islandiz ouzh ar gristeniezh. Gourdrouz anezho a reas ar roue, o lavaret e vijent lazhet holl ma ne asantjent ket mont da gristenien. Daou benn bras, hag a oa-int kristenien dija, a brometas d’ar roue e vijent badezet holl. Lakaet e voe ar gaoz war se e dalc’h an Alþingi er bloavezh 1000. Rannet e oa an dud, lod o doa c’hoant da zerc’hel d’o boazioù « pagan » ha lod all a oa prest da vont da gristenien. Ar braz anezho ne felle ket dezho e vije brezel. A-benn ar fin e voe divizet e teuje holl Islandiz da vezañ kristenien, gant ma c’halljent mirout o hengounioù pagan en o buhez prevez. An eskob islandat kentañ, Ísleifur Gissurarson, a voe sakret gant Adalbert Bremen e 1056. Da-heul ar gristeniezh e teuas al lizherenneg latin. A-raok e veze embannet al lezennoù dre gomz hepken. Lakaet e voent dre skrid evit ar wech kentañ e 1117-1118. Ar skrivagner kentañ anavezet en Island e oa Sæmundur Sigfússon, lesanvet “fróði“ (« ar Gouizieg »). Kontañ a reer e oa bet e oa oc’h ober e studi e Bro-C’hall.

Dindan galloud rouaned Norvegia ha Danmark (1262-1944)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En XIIIvet kantved e oa rannet ar galloud etre un nebeud familhoù bras, ha rendael etrezo. D’ar mare-se ivez e oa deuet galloud ar roue e Norvegia da vezañ kreñvoc’h : klask a reas Håkon IV astenn e veli war Island. Un nebeud eus pennoù bras Island a oa e wizien, evel re an tiegezh Sturlungar. Brezel a voe etre an tiegezh-se ha klannoù all ha goude un nebeud bloavezhioù e voe lakaet ar peoc’h da ren gant Håkon IV, dre un emglev anvet “Emglev Kozh” (Gamli sáttmáli). Dre an emglev-se e anaveze tud Island e oa roue Norvegia o ren warno ha prometiñ a raent paeañ un truaj bloaziek dezhañ. Galloud a chome gant an Alþingi war dachenn al lezennoù, met gallout a rae ar roue embann lezennoù ivez.

Dindan beli rouaned Norvegia e chomas Island betek dibenn ar XIVvet kantved. Da neuze, goude marv roue Norvegia ha hini roue Danmark en em gavas bodet an div gurunenn, gant Marc'harid Iañ Danmark, intañvez roue Norvegia ha merc’h ha mamm da zaou roue eus Danmark. Renet e voe an div vro ganti, hag Island ivez da-heul. Dindan ren Marc’harid ha diwar he atiz e voe sinet Unvaniezh Kalmar etre broioù Skandinavia, e 1397. Norvegia, hag Island ganti, a yeas e-barzh an Unvaniezh-se, evel ma reas Sveden ha Danmark, hag a oa ar vro c’halloudusañ anezho holl.

E-pad ar XVvet kantved e teuas ar pesketa da vezañ un obererezh a bouez e buhez an enezenn. Ar pesked e oa an dra a veze ezporzhiet ar muiañ da neuze, ha ne oa ket ar gloan ken. Heligentañ a oa etre pesketaerien Island ha tud deuet eus Breizh-Veur da besketa e doureier Island.

E 1536 e voe fin da Unaniezh Kalmar. Hiviziken e oa Island ul lodenn eus rouantelezh Danmark ha Norvegia.

Christian III Danmark

E-kreiz ar XVIvet kantved e oa bet lakaet tud ar rouantelezh da vont da luteriz, gant ar roue Christian III Danmark. En Island e voe enebet ouzh strivoù ar roue gant an daou eskob katolik Jón Arason hag Ögmundur Pálsson. Kaset e voe Ögmundur d’an harlu e 1541, met stourm a reas Jón Arason e-pad ur pennad mat. Goude Emgann Sauðafell, e 1550, e voe prizoniet Jón Arason ha dibennet e voe goude-se e Skálholt. Diwar neuze e troas holl dud Island ouzh al luteregezh.

Dindan ren Frederig III e teuas rouantelezh Danmark-Norvegia da vezañ ur vonarkiezh hollveliel e 1660 ha kollet e voe gant Islandiz an tamm emrenerezh a chome ganto. E 1602 e oa bet difennet outo ober kenwerzh gant broioù all estreget Danmark. En XVIIIvet kantved ez eas poblañs an enezenn d’an traoñ, abalamour da boreadoù, da zislonkadennoù volkanek ha d’an naon, dleet evit un tamm mat, da velestradurezh Danmark a gontrolle ar c’henwerzh. Dislonkadenn ar menez-tan Laki, e 1783, a daolas 12,5 km³ a lava war an enezenn, moged ha ludu a voe ivez, koulz ha dour-beuz da-heul. Istimañ a reer e varvas 9 000 a dud hag an darn vrasañ eus al loened a oa war an enezenn (80% eus an deñved da skouer). Goude-se e voe un naonegezh vras a lakaas ur c’hard eus poblañs ar vro da vervel. Eus ar mare kalet-se e reer en islandeg "Móðuharðindin" (brumenn ar gernez).

Pa voe dispartiet Norvegia diouzh Danmark ha staget ouzh Sveden, gant Feur-emglev Kiel e 1814, e chomas stag Island ouzh Danmark. En XIXvet kantved e asante nebeutoc’h-nebeutañ Islandiz bezañ renet eus Kopenhagen. Abalamour d’ar paour ma oa ar vro ez ae kuit kalz Islandiz da Norzhamerika. Met tamm-ha-tamm e kreskas ul luskad broadel, awenet gant mennozhioù romantelourien douar-bras Europa. Gant tud yaouank aet d’ober o studioù da Gopenhagen e voe savet ar gelaouenn Fjölnir a vrude an emskiant vroadel hag a skigne mennozhioù ar re a-du gant ur stad dizalc’h, gant un alvokad anvet Jón Sigurðsson en o fenn. Gant ar roue Christian VIII e voe adsavet, e 1843, an Althing, a oa bet divodet e 1800, met e stumm ur vodadeg aliañ hepken. Asantiñ a reas gouarnamant Danmark reiñ ur vonreizh da Island e 1874. E 1904 hag e 1918, dreist-holl, e voe roet muioc’h a emrenerezh d’an enezenn, hag a chome unanet gant Danmark. E-pad an Eil Brezel-bed e voe ac’hubet an enezenn gant ar Gevredidi, tra ma oa aloubet Danmark gant an Alamaned. Evel-se e vevas Island distag diouzh Kopenhagen e-pad ouzhpenn pevar bloaz.

Republik Island

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ar brezel eta e teuas Island da vezañ ur stad dizalc’h, da-heul ur referendom aozet e miz Mae 1944. Embannet e voe ar republik d’ar 17 a viz Mezheven 1944, gant Sveinn Björnsson da brezidant. Buan a-walc’h ez eas Island e-barzh AFNA hag e-barzh Kuzul Europa (1949), hag e-barzh Kuzul an Norzh e 1953. Goude ar brezel e fellas d’ar Stadoù Unanet lezel soudarded en Island. E 1951 e voe un emglev : asantiñ a rae Island ma vefe soudarded eus Armeoù ar Stadoù Unanet diazezet e Keflavík hag eno e chomjont betek 2006.

Brezel ar Moru

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un dra a bouez evit ar republik nevez e voe gouzout piv a c’halle pesketa er mor en-dro da Island. Peskedus-bras eo ar mor-se hag en eil hanterenn an XXvet kantved e felle da besketaerien Breizh-Veur dont da besketa eno. Dre deir gwech e voe, etre an div stad, ar pezh a voe lesanvet "Brezel ar Moru" : eus miz Gwengolo 1958 da viz C’hwevrer 1961, eus miz Gwengolo 1972 da viz Du 1973 hag eus miz Du 1975 da viz Meurzh 1976. A-benn ar fin e voe kavet un emglev etrezo, hag a oa un disoc’h mat evit Island.

Island hiziv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Mezheven 1980 e voe dilennet Vigdís Finnbogadóttir da brezidantez ar republik, ar wech kentañ ma oa dilennet ur vaouez e penn ur stad. Addilennet e voe e 1984, 1988 ha 1992. Ned eas ket war ar renk en-dro e 1996 ha dilennet e voe Olafur Ragnar Grimsson en he lec’h. Ar gouarnamant zo bet atav, abaoe krouidigezh Republik Island, savet diwar emglev etre meur a gostezenn, eus an tu-kleiz pe an tu-dehoù.

E 2008-2009 e voe gwall dapet Island gant un enkadenn armerzhel ha manifestadegoù bras-bras a voe er vro etre miz Here 2008 ha miz Genver 2009. Rankout a reas ar gouarnamant reiñ e zilez ha stummet e voe ur gouarnamant nevez, eus an tu-kleiz, gant ur vaouez en e benn, Jóhanna Sigurðardóttir. Da-heul an enkadenn-se e voe bankoù oc’h ober freuz-stal, D’ar 27 a viz Du 2010 e voe dilennet ur vodadenn vonreizhañ, enni 25 den ha ne oant ket politikerien, karget da adkempenn ar vonreizh.

E-pad ur mare eo bet Island o c’houlenn mont e-barzh Unaniezh Europa, daoust ma n’emañ ket a-du an holl gant an dra-se er vro. Kroget e oa bet da studiañ ar goulenn a-zevri gant ensavadurioù Europa adalek 2010, met e miz Meurzh 2015 e oa bet tennet he goulenn gant Island.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.