Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Ivin

Eus Wikipedia

Ivinoù dorn un den
Ivinoù troad un den
Ivinoù un tapir
Skilfoù un tigr

Un ivin zo e penn pep biz d'an den ha da loened zo, an olifanted da skouer. Keratin eo danvez pep ivin, evel hini skilfoù loened arall.

Tud zo a chaok o ivinoù e-lec'h o c'hrennañ.

Aozadur an ivinoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lodennoù un ivin

1 Ivin - 2 Amivin - 3 Loarig - 4 Amgoc'henn
  • An ivin e-unan eo al lodenn kalet ha treuzwelus, graet gant ar c'heratin a vez kenderc'het gant ar mable. Mar bez gloazet ar mable e c'hoarvez e vefe digendalc'hoù en ivin. Takadoù gwenn a vez en ivin a-wechoù, a anver strinkennoùigoù ar Werc'hez e Treger hag e Goueloù[1].
  • An amivin eo ar c'hroc'hen a zo war vord an ivin.
  • Al loarig eo an dachenn sklaer a zo e deroù pep ivin.
  • An amgoc'henn a c'holo ar mable.
  • An danivin zo dindan penn an ivin.
  • Arc'h an ivin zo dindan an ivin.

Etre 3 ha 6 mizvezh zo rekis evit stummañ ivinoù un dorn, etre 12 da 18 mizvezh evit re un troad.
Etre 2 ha 3 eo kaleter un ivin hervez skeul Mohs, a vuzul kaleter ar mein ; kaletoc'h eget ar gips CaSO4-2H2O eo eta, ha teneroc'h eget ar c'halkit CaCO3.

Lod kleñvedoù a laosk merkoù war an ivinoù ; un doare eo er vezegiezh da c'houzout istor kleñvedel ar gouziviaded.

Gwareziñ oeñs pellañ pep biz eo arc'hwel pennañ an ivinoù. Pennoù ar bizied hag ar gwiennoù blot a zo tro-dro dezho zo gwarezet ivez.
Gwellaat fiñvoù resis ha skoemp ar bizied eo kefridi all an ivinoù, pa waskont war bouedenn ar biz en enep d'ar gwaskoù diavaez : kizidikoc'h e vez ar stekiñ neuze, petra bennak ma n'eus nervenn ebet en un ivin. Binvioù resis eo an ivinoù eta.

Troioù lavar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Astenn unan benak war e bevar ivin : e ziskar d'an douar.
  • Bezañ gwad dindan ivinoù unan bennak : bezañ taer.
  • Dont ar gwad dindan ivinoù un den bennak : sevel droug en un den bennak.
  • Ivinoù kaouenn : ivinoù lemm.
  • Krennañ ivinoù un den bennak : terriñ e fulor d'un den bennak.
  • Bezañ hir e ivinoù : bezañ laer.
  • Un ivin kignen : pep hini eus al lodennoù a ya d'ober ur penn kignen.
  • Ivinoù an amzer: an amzer o tremen hag a laosk roufennoù war dremm un den.
  • Un ivinad amann: nebeud a amann.
  1. Frañsez Favereau (1992), Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, Skol Vreizh, ISBN 978-2-903313-41-8, p. 708-b
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger ivin er
wikeriadur, ar geriadur frank.