Karl IV an Impalaeriezh Santel
Karl IV (ganet d’ar 14 a viz Mae 1316 e Praha, marvet d’an 29 a viz Du 1378 e Praha ivez) a voe roue ar Romaned adalek 1346, roue Bohemia gant an anv Karel Iañ adalek 1347, roue Italia adalek 1355 hag Impalaer Santel adalek 1355. Eus an Tiegezh Luksembourg e oa. Unan eus pouezusañ impalaerien an Impalaeriezh Santel e voe hag unan eus ar pennoù kurunennet pouezusañ en Europa en e amzer.
Mab e oa d’ar roue Yann Bohemia (Jan Lucemburský), eus an tiegezh Luksembourg, ha d’e wreg Eliška Přemyslovna, anavezet evel ar rouanez Elesbed Bohemia, eus an tiegezh Přemyslid. Václav e oa anv-badez ar paotrig, diwar anv e dad-kozh, met kemer a reas Charlez (Karl) da anv, pa oa krennard, en enor d’e eontr, ar roue gall Charlez IV. Resev a reas kontelezh Luksembourg en hêrezh, a-berzh e dad, ha dilennet e voe da roue Bohemia e 1347.
Charlez/Karl a reas eus Praha unan eus kêrioù pouezus Europa, a-fet sevenadur. Sevel a reas ur skol-veur, brasaat a reas kêr gant karterioù nevez liammet ouzh ar gêr gozh dre ur pont bras, Pont Charlez, dreist ar Vltava, nevesaat a reas joaiuzoù hag arouezioù rouaned Bohemia (kurunenn, bazh-roue, boull-douar) gant aour ha mein prizius ha gouestlet e voent gantañ da sant Václav (Venceslav) ha lakaet e kastell Karlštejn, savet e-kichen Praha. Eno ivez e tastumas livadurioù gant Mestr Theodorik. Dindan e ren e voe peoc’h e Bohemia e-pad meur a zek vloaz.
Kinnig a reas ur Builh Aour a voe degemeret gant Dael an Impalaeriezh bodet e Nürnberg hag e Metz, e 1355, da lakaat sklaer framm bonreizhel an Impalaeriezh Santel. Talvezout a reas an destenn-se e-pad ouzhpenn pevar c’hantved.
Betek hiziv e seller outañ e Tchekia evel "Tad ar Vro", ha pa ne oa tchek nemet a-berzh e vamm. Drezañ, ha dre eured e dud, e voe staget ar vroad tchek ouzh kornôg Europa. Meur a skrid zo bet savet diwar-benn e vuhez hag an hini kentañ anezho a voe savet gantañ e-unan : er skrid latin-se e felle dezhañ kelenn e ziskennidi war an doare gwellañ da ren ar rouantelezh.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1329 e timezas da Blanca Margarete von Valois, ha pevar bugel o doe :
- Margarete (1335–1349), marvet da 14 vloaz,
- dimezet e 1345 da Ludwig Iañ, roue Hungaria ha Pologn.
- Katharina (1342–1395), dimezet div wech:
Goude marvet e bried kentañ ec'h addimezas Karl IV e 1349 da Anna von der Pfalz, hag ur mab o doe :
- Wenzel (1350–1351).
Addimeziñ c'hoazh a reas Karl IV e 1353 da Anna von Schweidnitz ha pevar bugel o doe :
- Elisabeth von Luxemburg-Böhmen (1358–1373)
- dimezet e 1366 da Albrecht III, Dug Aostria;
- Wenzel IV (1361–1419), Roue Bohemia, dimezet div wech:
- e 1370 da Johanna von Bayern
- e 1389 da Sophie Euphemia von Bayern (1376-1425).
E 1363 e reas Karl IV e bevarvet dimeziñ da Elisabeth von Pommern, ha c'hwec'h bugel o doe:
- Anne (1366–1394)
- dimezet da Richarzh II, roue Bro-Saoz.
- Sigismund (1368-1437), impalaer santel
- dimezet e 1385 da Maria Hungaria
- dimezet e 1408 da Barbara von Cilli
- Johann (1370–1396), dug Görlitz, Markgraf Brandenburg
- dimezet e 1388 da Richardis von Mecklenburg-Schwerin
- Karl (1372–1373), marvet da ur bloaz;
- Margarete (1373–1410)
- dimezet e 1387 da Johann III., Burggraf Nürnberg
- Heinrich (1377–1378), marvet da ur bloaz.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Vita Caroli IV, buhezskrid e latin, e Wikisource