Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Landreger

Eus Wikipedia
Landreger
Porzh ar gêr gozh.
Porzh ar gêr gozh.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Tréguier
Bro istorel Banniel Bro-Dreger Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Landreger
Kod kumun 22362
Kod post 22220
Maer
Amzer gefridi
Gireg Arhant
2014-2026
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn Web (fr) ville-treguier.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 349 ann. (2022)[1]
Stankter 1 545 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 47′ 09″ Norzh
3° 13′ 52″ Kornôg
/ 48.785833333, -3.231111111
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 66 m
Gorread 1,52 km²
Lec'hiañ ar gêr
Landreger

Ur gumun e departamant Aodoù-an-Arvor eo Landreger. Kêr-benn istorel Bro-Dreger ha pennlec'h Kanton Landreger eo.

Landreger gwelet eus ribl dehoù ar Yeodi, e Tredarzeg

E kember ar Yeodi hag ar Gindi emañ Landreger. Stêr Landreger a reer eus al lodenn etre ar c'hember ha Mor Breizh.

Kumunioù amezek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stummoù skrivet

Bernard Tanguy (1992) : Monasterium S. Tutuali Pabut, ~1050 ; S. Pabu-Tual', 1086 ; 'Saint Pabu', dibenn an XIIvet kantved ; Seintpabu, 1230 ; Lantreguer, 1267 ; Lantriguier, 1296 ; Landreguer, 1330 ; Landriguier, 1376 ; Lantreguier, Treguier, 1394 ; Lantreguer, 1441, 1468 ; Ploelantreguer, 1437, 1486 ; Ploelantreguier, 1543 ; Ploulan-Treguier, 1663.

Breutadenn diwar orin an anv
  • Benjamin Jollivet (1859) : Traoun-Trecor, trefoedadur diwar 'Traoan tri cornu, traon an tri c'horn. Gwelet e vez, a-dal da Landreger, tri spes beg-douar o klotañ gant teir digoridigezh e stumm kornioù, war-zu kêr. Kement e talv anvioù-a-vremañ Lantreguer (lan tre guer) ha Tréguier[2].
  • Bernard Tanguy (1992) ː Vallis Trecor e vefe troidigezh an anv latin Nant Trecor[3].
  • Embanndurioù Flohic (1998) ː tri guer, rak an teir stêr a gember eno : ar Yeodi, ar Gindi hag aber stêr Landreger[4].
  • Hervé Abalain (2000) ː Tricorio, tri pe trivet strollad (ar bobl, an arme)[5].
  • Diwar traezh gwir, un touell tennet eus Saint-Yves de Vérité.
  • Tostaet e vez ivez an anv "Treger" ouzh Pagus Tricurius, ur vro en-dro da Dintagel e Kernev-Veur[6].
En glazur e deir flourdilizenn en aour, pep hini treset gant teir zañvoezenn en aour (Guy Le Borgne, 1667 ; cf. Louis Mahé)
En glazur e lestr e ouelioù dispak en argant (Pol Potier de Courcy, 1696 ; cf Louis Mahé)
En glazur e lestr en argant e ouelioù dispak, mordoant war ur mor kevliv, eilet ouzh kab ouzh dehoù gant ur skoedig en glazur e deir flourdilizenn en aour, 2, 1  ; ouzh kleiz gant ur skoedig en erminig.[7]
Ardamezioù livet ouzh lein skalier meur an ti-kêr.
  • Eilpennet eo lec'hioù ar skoedoùigoù.
  • E Landreger e voe embannet e voe ar geriadur Catholicon e 1499. Geriadur latin, gallek ha brezhonek kentañ er bed eo. Peurskrivet e oa bet e 1464 gant Jehan Lagadeuc.
  • Ul laeradenn a voe en ti-post, gant daou ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’an 20 a viz Ebrel 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[12].
  • Mervel a reas 44 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[8].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas daou vilour.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An iliz-veur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An iliz-veur, savet gant Sant Tudwal war dismantroù ur manati.
Diavaez
  • Tour an Diaoul

Tour iliz-veur Sant Tugdual zo palaret meur a wezh. Ne voe ket aes e adsavadur. Adsavadur an tour diwezhañ ne oa echuet nemet e 1785. Adsavet e oa bet gant maen dantelezhet ha pevar sin c'hoari kartoù : pikez, keur, karo ha treflez en enor da Loeiz XVI en doa arc'hantouet anezhañ gant taosoù merzhet dre lotirioù. Gwalleurioù an tour-mañ o doa krouet ur vojenn dastumet gant Anatol ar Braz  ; ar veleien, bezivet dre fontadeg retolz, o deus sinet ur pakt gant an diaoul. En eskemm eneoù ar re aet da anaon bep Sul etre oferenn ha gousperoù, e-pad ur bloavezh, e troe kein an diaoul d'e strobinell. Met ar person oc'h oferenniñ en doa gallet touellañ an diaoul o chadennañ gousperoù goude un oferenn.

Diabarzh
Pardon Sant Erwan e iliz-veur Landreger.

Ar c'hloastr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Delwenn Ernest Renan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Le Petit Journal, 27-09-1903. Kristenien hengounelourien o enebiñ ouzh delwenn Ernest Renan

Monumant an Enebadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enskrivadur e brezhoneg yezh Treger ː "EN GWIRIONEZ AN DEN ZE E OA MAB DOUE"

Peulvan Anatol Ar Braz (e Koad ar Barzh, war lez ar Gindi)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Monumant ar re varv e-tal ar maerdi, luc’hskeudenn ha kartenn-bost[14].
  • Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz-veur, luc’hskeudenn[15].

Tud liammet ouzh istor kêr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet marvet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud beziet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
? Olivier [16]
Senesal Landreger , kannad ouzh ar Breujoù e 1717
En argant e groaz divouedet en sabel

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Ar Brezoneg er Skol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ur skol zivyezhek (Itron-Varia) a zo eno abaoe 1997.
  • E distro-skol 2024 e oa 23 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (8,8 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[18].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr)Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne, 1780
  • (fr)Louis Mahé : Monsieur Saint Yves. Armand Prud'homm embanner. Sant Brieg. 1949
  • (fr)A. Marteville & P. Varin : kendalc'herien ha reizherien Ogée. Molliex, Libraire-Editeur, rue royale, Rennes, 1843. Adembannet gant Editions Régionales de l'Ouest. Mayenne. 1993
  • (fr)Adolphe Guillou : Essai historique sur Tréguier par un Trécorrois'. Moulerezh Francisque Guyon, Sant-Brieg 1913. Adembannet Laffitte Reprints. Marseille. 1979
  • (en)Ordnance Survey : Map of Britain in the Dark Ages'. Southampton. 1966
  • (fr)Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960
  • (fr)Bernard TANGUY : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes-d'Armor. ArMen-Chasse-Marée. 1992.
  • (fr)Jean Balcou : Renan de Tréguier. Christian Pirot Embanner. 1999

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Landreger er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Benjamin Jollivet (1859) : Les Côtes-du-Nord.
  3. (fr)Bernard Tanguy, 1992 ; Jean Huchet (2007).
  4. (fr)Embannadurioù Flohic (1998).
  5. (fr)Bernard Tanguy (1992) ; Hervé Abalain (2000).
  6. (fr)Bernard Tanguy (1992).
  7. D'Hozier, 1696  ; kemmet e 1809  ; karget gant skoedoù Breizh ha Frañs e 1885.
  8. 8,0 ha8,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  9. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  10. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  11. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  12. (fr)Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, p. 199, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011.
  13. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  14. (fr)Memorial Genweb
  15. (fr)Memorial Genweb
  16. Aotrounez Kerthomas e Lannolon ; Kervegan ?
  17. (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  18. (br)Ofis Publik ar Brezhoneg