Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Louis Guilloux

Eus Wikipedia
Louis Guilloux

Louis Guilloux (15 a viz Genver 1899 e Sant-Brieg - 14 a viz Here 1980 idem ) zo ur skrivagner breizhat gallek. Sokial ha realour eo e oberenn, evel e romant brudetañ Le sang noir.

Mab e oa da Louis Marie Guilloux, botaouer e Sant-Brieg ha stourmer sokialour, ha da Philomène Marmier. E 1924 e timezas gant Renée Juliette Tricoire e Toloza.

Taolenniñ a ra en e levrioù ar stourmoù sokial ha politikel e-barzh danevelloù e Breizh peurliesañ. E La Maison du Peuple tennet diouzh e eñvorennoù bugaleaj, stourm ur c'here anvet Quéré a lak anezhañ da goll pratikoù. Dont a ra a-benn da sevel ur gevelouri avat. E Le Sang Noir', diskuliañ a ra Cripure, kelenner e 1917 en ur gêr a c'halfe bezañ Sant-Brieg, plegenn ur yaouankiz aberzhet d'ar brezel.

Mignon e oa da galz tud a lizher : Georges Palante, Jean Grenier, Max Jacob, Albert Camus, André Malraux, Jean Guéhenno,

Troet en deus ivez skrivagnerien saoznek evel Margaret Kennedy, Claude McKay, John Steinbeck, Margaret Kennedy ha C. S. Forester.

Embannadurioù en e vev

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • La Maison du Peuple (1927)
  • Lettres de Proudhon, choazet ha notennet gant L. Guilloux, kenlabour gant Daniel Halévy (1929)
  • Dossier confidentiel (1930)
  • Compagnons (1931)
  • Souvenirs sur Georges Palante (1931)
  • Hyménée (1932)
  • Le Lecteur écrit, kendastumad lizheroù lennerien kazetenn « L'intransigeant » (1933)
  • Angélina (1934)
  • Le Sang Noir (1935)
  • Histoire de brigands, récits (1936)
  • Le Pain des Rêves (1942)
  • Le Jeu de Patience (1949)
  • Absent de Paris (1952)
  • Parpagnacco ou la Conjuration (1954)
  • Les Batailles Perdues (1960)
  • Cripure, pezh-c'hoari tennet eus Le Sang Noir (1961)
  • La Confrontation (1968)
  • La Bretagne que j'aime (Ma Bretagne) (1973)
  • Salido, suivi de OK Joe ! (1976)
  • Coco Perdu (1978)
  • Carnets 1921-1944 (1978)

Oberoù dalif

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Grand Bêta, conte (1981)
  • Carnets 1944-1974 (1982)
  • L'Herbe d'oubli, mémoires (1984)
  • Labyrinthe (1999)
  • Vingt ans ma belle âge (1999)

Troet e brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troet e oa bet e romant La maison du peuple dindan ditl Ti ar bobl gant An Here.

Enorioù roet dezhañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E anv zo bet roet da straedoù e Sant-Brieg, Roazhon, Naoned, d'ur skolaj e Moñforzh. Krouet eo bet ar Prix Louis Guilloux gant Kuzul-departamant Aodoù-an-Arvor.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Isabelle Le Boulanger, L'Exil espagnol en Bretagne 1937-1940, Coop Breizh, 2016, pajenn 117