Luskad ar jiletennoù melen
Luskad ar jiletennoù melen[1] — diwar anv ar rokedoù melen a vez gwisket gant ar vanifesterien — zo ul luskad enebadur sokial e Bro-C'hall e diskar-amzer 2018.
Diazez al luskad a oa priz an dour-tan evit ar c'hirri-tan. En em ledet e oa goude war tachennoù all, liammet ouzh ar galloud-prenañ hag an dispriz a vefe gant pennoù politikel hag ekonomikel ar vro e-keñver annezidi ar maezioù ha bannlevioù ar c'hêrioù.
An emsav sokial-se, kinniget gant ar media evel unan emdarzhek ha maez politikel, zo ledan a-fed goulennoù hag enebadurioù. Aozet eo bet adalek manifestadeg vroadel ar 17 a viz Du 2018 hag ar re a voe goude-se. D'an uhelañ ez eus bet 287 710 a dud o vanifestiñ asmables d'ar 17 a viz Du 2018 hervez ministrerezh ar surentez.
Lod broioù estren o deus bet o luskad jiletennoù melen ivez : Belgia, Alamagn, Bulgaria, Izelvroioù, Serbia hag Irak da skouer.
24 a viz Du - 1añ a viz Kerzu
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Raktal echuet gant devezh manifestadegoù ar 17 a viz Du e oa bet embannet galvoù evit manifestiñ e Pariz dre ar rouedadoù sokial. Ur vanifestadeg a voe raksoñjet war bali ar Champs-Élysées pe war leurgêr Concorde, met ar gouarnamant a nac'has hag a ginnigas ar Champ-de-Mars. Degemennerien ar jiletennoù melen harpet gant politikerien a nac'has d'o zro. Rannet hervez ar c'hoantoù hag ar strategiezh e oa ar jiletennoù melen.
Ur vanifestadeg a voe aozet memestra met gant lod tud feuls a-enep an nerzhioù surentez[2].
10 a viz Kerzu- 16 a viz Kerzu
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'al Lun 10 a viz Kerzu da eizh eur noz e voe embannet kinnigoù reizhadurioù gant ar prezidant Emmanuel Macron dre ar skinwel. En desped da se, 54% eus poblañs Bro-C'hall a soñje e oa mat kenderc'hel gant ar stourm memestra.
A-enep ar prezidant Macron
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn bezañ ul luskad enebet ouzh an tailhoù uhel dre vras ec'h adkaver tagadennoù lies ouzh pennoù-bras Bro-C'hall ha dreist-holl ouzh ar prezidant Macron, a veze goapaet pe kunujennet.
Meur a hashtag ha luganoù a voe a-enep ar prezidant[3], gwelet evel "prezidant ar re binvidik", evel « #Macron rend l’pognon ! » ha « Macron démission ! ».
Tro-dro d'ar jiletennoù melen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- "Partisangirl", Maram Susli he anv gwirion, a c'houlennas dre Twitter daoust hag ar banniel Gwenn-ha-du hejet-dihejet gant ar jiletennoù melen ne oa ket bannieloù stadunanat gant bombezennoù e-ser steredennoù[4].
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) France Bleu, 22 Du 2018
- ↑ (fr) 20 minutes, 24 Du 2018
- ↑ (fr) Europe 1, 18 Du 2018
- ↑ (fr) 20 minutes, 10 Kerzu 2018