Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Media

Eus Wikipedia

Media zo ur ger latin a zo bet kemeret e saozneg evit ober anv eus doareoù da embann keleier pe da bellgehentiñ, da gas ditouroù da viliadoù pe vilionoù a dud ; liester medium eo. E brezhoneg e vez implijet en unander (ur media) gant un adliester (mediaoù).

Tro-dro d'ar bloaz 1920 e oa bet dibabet ar ger gant ar saoznegerien, p’o doa-int gwelet ar radio o tiorren ha tizhout ar bobl war skeul ur vro a-bezh.

Mass media eo an termen saoznek kentañ, diwar mass "yoc'hadoù-tud" ha mĕdĭa, liester an anv-kadarn latin mĕdĭum "hanterour".

Meur a vedia zo hervez stumm an ditouroù, o skor hag an doare d'o skignañ.

Skridoù ha skeudennoù
Sonioù
Skeudennoù ha sonioù
Skridoù, skeudennoù ha sonioù

E dibenn an XXvet kantved e voe goveliet an termen "liesvedia" evit envel ar stlenn hag an Internet.

Adalek dibenn an XIXvet kantved e voe ganet ar media diwar araokadennoù an teknikoù a roas tro da skignañ titouroù dre voullañ a-yoc'h, da waskañ pladennoù du ha CD-où, da enrollañ sonioù war bandennoù magnetek, da lakaat luc'hskeudennoù war baper ha war filmoù, da bellgomz, da skignañ dre ar skingomz, ar skinwel hag an Internet.

A-bouez bras e voe kavadenn an teknikoù elektronek e penn-kentañ an XXvet kantved evit diorroadur ar skingomzhag ar skinwel, ha goude-se evit niverelaat sonioù, skridoù ha skeudennoù. Ar pellgomz a voe niverelaet da gentañ, ha goude-se ar skinwel hag ar skingomz. Dre an araokadennoù bras ha prim en niverelaat ez eo bet lakaat urzhiataerioù da bellgehentiñ koulz dre neudennoù kouevr, dre wagennoù elektromagnetek ha dre wiennoù optikel.

Lec'h ar media er gevredigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Postañ arc'hant e greanterezh ar media a zegas un distro a heuilh un tres linennek ; gounidoù a vez diwar pep skouerenn gwerzhet : ar c'houstoù a-unanennoù a zigresk pa gresk ar c'hementadoù. Setu perak ez eus bet savet pinvidigezhioù ken bras gant meur a embregerezh media.

Er c'hevredigezhioù demokratel e c'hall ar mediaoù bezañ tuet da servijout an dud evit o ditouriñ war draoù da evezhiañ e-barzh ar gevredigezh : oberoù ar gouarnamant, oberoù an embregerezhioù, re ar genwerzhourien, hag all. Lod zo chalet gant ar strishadurioù war ar mediaoù a weler muioc'h-muiañ, betek soñjal emañ, diwar ar fedoù-se, an demokratelezh en arvar.