Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Manaveg

Eus Wikipedia
Manaveg
(Gaelg)
Perzhioù
Komzet e : Manav
Rannved :
Komzet gant : 1689 (2001)
46 mammyezher (2005)
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek

 Yezhoù keltiek
  Gouezeleg
    Gouezeleg ar Reter
     Manaveg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Implijet gant an Tinvaal
Akademiezh : Coonceil ny Gaelgey
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 gv
ISO 639-2 glv
ISO 639-3
Kod SIL GLV
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ar manaveg zo unan eus ar yezhoù gouezelek, a gomzer en Enez Vanav, etre Breizh-Veur hag Iwerzhon. Kar-nes eo da skoseg. Levezonet eo bet gant ar yezhoù skandinavek.

En XVIIIvet kantved e oa bev-mat ar manaveg : komzet e veze ar yezh gant 20 000 a dud, da lavarout eo, koulz lavaret, an holl dud a oa o chom en enezenn neuze. E 1765 e voe staget an Enez ouzh Rouantelezh Breizh-Veur, ha gwasket e voe ar yezh adalek ar mare-se. E 1899 e voe savet ur gevredigezh evit mirout ar yezh, Yn Çheshaght Ghailckagh (ar gevredigezh ouezelek). Er bloavezhioù 1930 ne veze kaozeet manaveg evel yezh vamm, nemet gant un nebeud tud. O niver a yae betek 20 e 1946. Er bloavezhioù 1950 e voe kroget gant Yn Çheshaght Ghailckagh d'enrollañ ar gomzerien diwezhañ. An hini diwezhañ anezho, Ned Maddrell, a varvas e 1974.

Manavegerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-keit-se e kroge niver an dud a ouie ar yezh da greskiñ, betek tizhout un nebeud kantadoù. E niveridigezh 1991 e voe kavet 634 den a gomze manaveg evel eil yezh, diwar 72 000 a enezidi. Lod eus an dud-se zo krog da zesevel o bugale e manaveg.
Hervez niveridigezh 2001 e oa 27 den a oa ar manaveg o yezh kentañ ha 1689 o eil yezh, ar pezh a zo 2,2 % eus ar boblañs.

Un doare adsav splann zo. Abaoe 1992 e c’hell an holl vugale deskiñ manaveg evel eil yezh er skol. Er bloavezh-skol kentañ e oa bet 1400 skoliad o taremprediñ ar c’hentelioù-se. E kêr Balley Keeill Eoin (St John’s) ez eus ur skol dre soubidigezh zoken (Bunscoill Gaelgagh) bet savet e Gwengolo 2001. 69 bugel a oa skoliataet enni e 2012. Implijet e vez ar manaveg e Parlamant an Enez, an Tinvaal (saozneg: Tynwald), pa vez lennet al lezennoù nevez-votet e saozneg hag e manaveg.

Ar yezh skrivet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N’eus roud skrivet ebet eus ar manaveg a-raok ar XVIIvet kantved. Skridoù relijiel evel ar Bibl a voe troet e manaveg er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved. An testennoù a zo bet embannet abaoe zo skridoù relijiel ha kanaouennoù dreist-holl.

Gwall zisheñvel eo doare-skrivañ ar manaveg diouzh hini an iwerzhoneg pe hini skoseg. Bez' ez eo un doare levezonet gant boazioù skrivañ ar saozneg.

Skouerioù gerioù e manaveg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Manaveg Skoseg Iwerzhoneg Saozneg Brezhoneg
Moghrey mie Madainn mhath Maidin mhaith, Dia duit ar maidin Good morning Demat (da vintin)
Fastyr mie Feasgar math Dia duit Good afternoon Demat (goude merenn)
Slane lhiu Beannachd leibh Slán leat Goodbye Kenavo
Gura mie eu Tapadh leibh Go raibh maith agat Thank you Trugarez
baatey bàta bád boat bag
barroose bus bus bus bus, karr-boutin
blaa blàth bláth flower bleunienn
booa cow buoc'h
cabbyl each capall, beathach, each horse marc'h, jao
cashtal caisteal caisleán, caisteall castle kastell
creg creag, carraig carraig rock maen, roc'h
eeast iasg iasc fish pesk
ellan eilean oileán island enez
gleashtan càr carr, gluaisteán car karr-tan
kayt cat cat cat kazh
moddey cù, madadh madadh, madra dog ki
shap bùth siopa shop stal
thie taigh teach house ti
eean eun éan bird evn, lapous
jees dithis dís, beirt pair daou (zen)

An niveroù e manaveg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Manaveg Skoseg Iwerzhoneg Brezhoneg
1 un / nane aon aon unan
2 daa / jees dhá / a dó daou
3 tree trì trí tri
4 kiare a ceathair / ceithir a ceathair / ceithre pevar
5 queig còig cúig pemp
6 shey sia c'hwec'h
7 shiaght seachd seacht seizh
8 hoght ochd ocht eizh
9 nuy naoidh naoi nav
10 jeih deich deich dek
11 nane jeig aon deug aon déag unnek
12 daa yeig dà... d(h)eug / a dhà dheug dhá... d(h)éag / a dó dhéag daouzek


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Arzel Even, Istor ar Yezhoù Keltiek, Hor Yezh
  • Tadhg O hIfearnáin, L'île de Man, Skol-Uhel ar Vro
  • Padrig ar Besko, Dornleor Manaveg, Emgleo Breiz

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • evit klevet manaveg [1]


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger manaveg er
wikeriadur, ar geriadur frank.