Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Pleg-mor Botnia

Eus Wikipedia
Pleg-mor Botnia

Pleg-mor Botnia (Bottniska viken e svedeg, Pohjanlahti e finneg), zo ur vrec’h-vor e hanternoz ar Mor Baltel, etre Sveden er c'hornôg ha Finland er reter, en norzh d’an inizi Åland. En em astenn a ra a-hed 700 kilometr eus an norzh d’ar su, ha goleiñ a ra ur gorread a 120 000 km². Div lodenn a ya d’ober pleg-mor Botnia, rannet gant strizh-mor Kvarken.

Heverk eo pleg-mor Botnia dre ma n’eo ket gwall sall an dour ennañ. Er Mor Baltel a-bezh emañ evel-se, met a bep ma'z eer war-zu an hanternoz eo disalloc’h c’hoazh, abalamour d’ar stêrioù stank a daol o dourioù er mor. E lodenn norshañ ar pleg-mor e c’heller kavout pesked dour dous zoken.