Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Runoù

Eus Wikipedia
Un enskrivadur e Runoù Henfuthark ha Runoù Futhark Diwezhañ ouzh Maen Rök, e Sveden, IXvet kantved
Runoù Henfuthark
Runoù Futhark Diwezhañ

Ar runoù eo al lizherennoù a vez implijet el lizherennegoù runek. Implijet e oa ar re–mañ evit skrivañ ar yezhoù germanek a-raok na zigemerfent al lizherenneg latin. Tost a-walc’h eo al lizherennegoù runek an eil diouzh eben. Futhark pe fuþark a vez graet eus re Skandinavia. Henfuthak evit ar re goshañ ha Futhark diwezhañ adalek 9 vet kantved. Un anv a zeu diwar 6 lizherenn gentañ o lizherenneg F U þ A R ha K. Futhorc a vez graet eus al lizherenneg angl ha saoz. Emdroet e oa da heul ar cheñchamantoù a oa bet graet evit lakaat al lizherennoù-se da glotañ gant an Hensaozneg. Runoniezh pe runologiezh a vez graet eus studi al lizherennoù runek, an enskrivadurioù runek, ar mein engravet gant runoù, hag o istor. Ur rann eus ar yezhoniezh c’hermanek eo ar runoniezh.

Istor hag implij

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 150 vloaz kent J.K. e kaver roud eus ar runoù kentañ. Tamm ha tamm e voe kemeret o flas gant lizherennoù latin dre ma voe degemeret ar relijion gristen gant ar sevenadurioù a rae ganto, war dro 700 vloaz G.J.K. e-kreiz Europa ha war-dro 1100 vloaz G.J.K. en Hanternoz Europa. Kendalc'het e voe d'ober gant runoù en Hanternoz Europa e degouezhioù ispisial. Betek an 20 vet Kantved e voe implijet runoù evit kinklañ tier war ar maez e Bro Sveden, pe deiziaduriù runek. An teir lizherenneg runeg brudetañ eo ar Runoù Henfuthark (war-dro 150 betek 800 vloaz G.J.K.), ar Runoù Futhorc Angl-ha-Saoz (400 da 1100 G.J.K.) hag ar Runoù Futhark Diwezhañ (800-1100) Rannet eo ar Runoù Futhark Diwezhañ etre ar Runoù Skourr Hir (pe Danat met implijet e vezent ivez e Norweg ha Sveden), ar Runoù Skourr Berr pe Runoù Rök (Runoù Svedat-Norwegat a reer diouto ivez met implijet e vezent ivez e Bro Danmark.) hag ar Runoù Stavesyle pe Runoù Hälsinge. Diwezhatoc'h e kaver c'hoazh Runoù ar Grennamzer (1100 -1500) ha Runoù Damekarliat (1500 - 1800) Ne ouezer ket dre just eus pelec'h e teu al lizherenneg runek. Levezonet eo bet gant lizherennegoù all moarvat. Meur a lizherenn a gaver er Runoù Henfuthark a denn da lizherennoù latin. Tennañ a reont ivez ouzh al lizherennoù a veze implijet etre ar 5vet hag 1añ kantved K.J.K. en Hantenoz Italia.

Diwar lizherennegoù kozh Italia e oa bet ijinet ar runoù met n'eo ket sklaer diwar peseurt hini e oa er penn kentañ. N'eo ket sklaer kenebeut peseurt arouezioù zo bet ijinet penn da benn pe hag eñ ez eus diouto zoken. Sklaer eo koulskoude e oa bet ijinet ar runoù da heul an darempredoù sevenadurel etre ar pobloù Germanek ha re Italia. Mont a rae alies ar C'hermaned da c'hoprsoudarded en armeoù Roma etre ar 1añ kantved K.J.K. hag ar 5vet kantved G.J.K. Krouet e oa bet da vat ar Runoù Henfuthark e penn kentañ ar 5vet kantved evel ma tiskouez Maen Kylver. Alies a-walc'h e vez kredet eo diwar lizherenneg Raetek Bolzano e oa bet savet ar runoù. N'eus nemet 5 Run Henfuthark na adkaver ket e stumm pe stumm dindan lizherenneg Bolzano. Klaskerien Skandinavat 'zo a soñj dezho avat e vijent bet savet kentoc'h diwar al lizherenneg latin. Tud all a welfe o orin o tont diouzh lizherenneg Hanternoz Etruska dre ma kaver an anv germaneg Harigast skrivet gant lizherennoù etruskat ouzh tokarn Negau, ken kozh hag an Eil kanved K.J.K.

Hud ha diouganoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Enskrivadur e Futhark diwezhañ en 12vet kantved Maen Vaksala e Bro-Sveden.
Ur brakteat war dro 400 vloaz G.J.K. Gwelet a reer ar ger hud "Alu" ha skeudenn ur penn marc'h asambles gant ur swastika, un arouez a weler alies ouzh brakteatoù.

E Barzhonegoù hennorseg Hàvamàl e veneger e vefe gant ar runoù ar galloud da zegas un den marv da vev. En ur barzhoneg e teu ur strobinell hud gant an doue Odin.

Þat kann ek it tolfta,
ef ek sé á tré uppi
váfa virgilná,:
svá ek ríst ok í rúnum fák,
at sá gengr gumi
ok mælir við mik.
Un daouzekvet hini a ouzon,
ma welan e nec'h ur wezenn,
ur c'horf marv a-istribilh
e c'hellan kizellañ ha livañ ar runoù
evit an den da gerzhout
ha komz ouzhin.

Ar runoù enskrivet ouzh ar pezhioù kentañ bet kavet a roe anv an artizan, pe hini ar perc'henn. A-wechoù e chomont kevrinus avat. Diwar-se e c'heller soñjal e oa ouzhpenn un doare skrivañ eus ar runoù kentañ, arouezioù hud a vije bet diouto bet implijet e tilsamoù. Lod a lar e vijent bet implijet gant diouganerien. N'eus netra o prouiñ avat e vijent bet implijet en doare-se. An anv « run », kar d'ar ger keltiek « rin » a dalvez « kuzh », « kevrinus », « misterius »,. Ar wrizienn-mañ a gaver er ger Brezhoneg « kevrin ». An dra-mañ a rofe da grediñ e oa un implij kuzh gant ar runoù, pe da nebeutañ ne oant implijet nemet gant un nebeud tud desket. An diouer a ouiziegezh istorel war implij ar runoù n'eus ket miret ouzh skrivagnerien 'zo da adsevel doareoù diouganiñ diwar an nebeut fedoù a zo anavezet. Diazezet int kamm digamm war anvioù runoù adsavet ha levezonioù diavaez.

An implij er Grennamzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa emdroas an Henc'hermaneg evit reiñ yezhoù disheñvel e krogas da cheñch anvioù ar runoù hag ar sonioù e oant sañset treuzskrivañ. Pep sevenadur a grogas da sevel runoù nevez, da gemm o anvioù, pe da zilezel runoù 'zo a-benn klotañ gant emdroadur e yezh. Runoù a-ziforc'h evit treuzskrivañ diftongennoù a gaver er runoù futhorc Angl-ha-saoz da skouer. Souezhus-tre eo avat ne vije nemet 16 run er Futhark Diwezhañ pa oa 24 run en Henfuthark. E-kerz 600 vloaz e oa aet war binvidikaat niver ar fonemoù implijet er yezhoù Germaneg an Hanternoz koulskoude ha war un dro e oa aet war baouraat ar sinoù implijet evit treuzskrivañ ar yezhoù-se. Ar c'hensonennoù mouezhiet ha divouezh a zeuas da vezañ skrivet dindan arouezioù heñvel da skouer. Adalek ar bloaz 1110 e krogas da cheñch avat ha runoù nevez a voe savet er Grennamzer evit klotañ gant emdroadur fonemoù ar yezh. Lod eus ar c'havadennoù diwezhañ a oa ouzh monumantoù lec'h ma oa enskrivadurioù o reiñ ton d'ar re varv evitañ oberoù meur bet kaset da benn gante.E-pad pell e oa bet soñjet e oa pal pennañ ar runoù lezel enskrivadurioù war an ton bras ha miret e oa o implij evit tud a renk uhel er gevredigezh. Er bloavezhioù 1950 e vo adkavet 600 enskrivadur e Bergen, Enskrivadurioù Bryngen. Ouzh bizhier koad pe eskern e oant engravet alies hag aze e oa kavet skridoù buhez ar pemdez, pedennoù (e latin alies), kemennadennoù, lizhiri prevez, lizhiri aferioù, skridoù a-bep seurt, gerioù gros enno a-wechoù. Diwar-se e soñjer bremañ e veze implijet ar runoù war ar pemdez ha gant an holl dud, e-kerz ar c'hantvedoù diwezhañ da nebeutañ. E dibenn ar Grennamzer e veze implijet runoù ouzh deiziadurioù engravet ouzh tammoù koad e Bro Sveden pe Estonia. Mein, runoù engravet outo zo bet adkavet en Amerika an Hanternoz ivez met n'eo ket prouet da vat e vefent gwir roudoù bet lezet aze gant ar Vikinged e-kerz ar Grennamzer

Stummoù disheñvel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Runoù Henfuthark (Eil da 5vet kantved)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Runoù Henfuthark ouzh Korn Gallehus er 5 vet kantved bet kavet e bro-Danmark.
Enskrivadurioù runek eus ar 6vet pe 7vet kantved. Maen Björketorp e Blekinge e Bro-Sveden.
Kartenn al lec'hioù ma zo bet kavet enskrivadurioù Henfuthark.

Implijet e oa an Henfuthark evit skrivañ an Henc'hermaneg. 24 run a oa a ranner etre tri strollad eizh. Pep strollad a vez graet ætt dioutañ (koskor). Ar skrid koshañ o tiskouez ar 24 run Henfuthark a zo bet engravet 400 bloaz G.J.K. ouzh maen Kylver e Gotland e Bro Sveden. Setu ar 24 run Henfuthark:

f f u u th,þ þ a a r r k k g g w w
h h n n i i j j ï,ei ï p p z z s s
t t b b e e m m l l ŋ ŋ o o d d

Un anv a oa gant pep run moarvat, dibabet e oa evit diskouez son ar run. Ne anavezer ket da vat anvioù ar runoù Henfuthark. Adsavet zo bet anvioù en Henc'hermaneg diazezet war anvioù runoù nevesoc'h bet adkaver e barzhonegoù pe anvioù lizherennoù o klotañ el lizherenneg Gotek. Setu amañ anvioù ar 24 run-se ar steredennig a ziskouez ne c'heller ket bezañ sur eus an anv.

f f *Fehu Pinvidigezh, chatal

u u *ūruz : Ejen

th,þ þ *þurisaz :An doue Thor, ar ramz

a a *ansuz :Unan eus an doueed Æsir

r r *raidō :Troiad, beaj

k k *kaunan :Gor ?

g g || *gebō :Prof

w w *wunjō :Levenez

h h *hagalaz :Kazac’h

n n *naudiz :Ezhomm

i i *īsaz :Skorn

j j *jēra :Bloavezh mat, Eost

ï,ei ï*ī(h)waz/*ei(h)waz : Gwezenn-Ivin

p p *perþ :Gwezenn-ber ??

z z *algiz :Karv-meur?

s s *sōwilō :Heol

t t *tīwaz/*teiwaz :Doue Tiwaz

b b *berkanan :Gwezenn bezv

e e *ehwaz :Marc’h

m m *mannaz :Den

l l *laguz :Dour, lenn

ŋ ŋ *ingwaz :Doue Ingwaz

o o *ōþila-/*ōþala- :Herezh, douaroù

d d *dagaz :Deiz

Runoù Angl-ha-Saoz (5vet da 9vet kantved)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Runoù Fuþorc Angl-ha-Saoz.

Astennet e voe bet al lizherenneg Futhorc da 29 run, 33 diwezhatoc'h zoken. Implijet e voent moarvat adalek ar Vvet kantved betek an 9 vet kantved. Meur a deorienn a gaver diwar-benn orin ar runoù Angl-ha-Saoz. Hervez unan anezho e vefent bet savet e Bro Friz ha kaset da Vro-Saoz da c'houde. Tud all a lar eo ar Vikinged o dije degaset ar runoù da Vro-Saoz, aze e vijent bet kemmet dindan runoù Futhorc ha kaset da Vro Friz goude-se. An div deorienn o deus poentoù gwan ha ret e vefe kavadennoù arkeologel nevez evit prouiñ hini pe hini.. Runoù Futhorc a zo bet kavet ouzh ur gontell eus an 9vet kantved bet adkavet er Stêr Tavoez e 1957, ouzh Kroaz Ruthwell e Bro Skos pe ouzh dornskridoù kozh (Codex Wien, barzhonegoù Otho B.).






Runoù Marc'homanek (8vet da 9vet kantved)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Runoù Marc'homanek.

Un oberenn anvet De Inventione Litterarum, bet adkavet ouzh dornskridoù eus an 8vet ha 9vet kantved o tont eus kreisteiz an Impalaeriezh Karolingat (Alemania, Bavaria) e kaver ur meskaj souezhus a runoù Henfuthark ha runoù Angl-ha-saoz. Sinet eo ar skrid dindan anv Hrabanus Maurus. Hervez an dornskrid e vije bet implijet ar runoù-se gant Marcomanni, quos nos Nordmannos vocamus, Evit-se ez eus bet graet Runoù Mac'homanek diouto. N'eus liamm ebet etrezo ha Rouantelezh germanat Marc'homania da vare ar Romaned avat. Soñjal a reer kentoc'h e vije bet klasket gant Gouizieien Karolingat diazezañ runoù evit an holl lizherennoù latin. Meneget eo bet ar runoù-se gant Wilhelm Grimm e 1821 (Ueber deutsche Runen, chapter 18, pp. 149–159).





Runoù Futhark Diwezhañ (9vet -11vet kantved)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Runoù Futhark Diwezhañ, Re Skourroù hir ha re Skourroù berr.
Codex Runicus, un dornskrid eus an 13vet kantved lec’h ma kaver unan koshañ testennoù al lezennoù skandinavat skrivet e runoù..

Er Runoù Futhark Diwezhañ pe Futhark Skandinavia n'eus bet dalc'het nemet 16 run diwar ar 24 run a oa en Henfuthark. Klotañ a ra ar cheñchamant-se gant an Henc'hermaneg oc'h emdreiñ da Norseg. Kavet e vezont e Skandinavia hag en un nebeud trevadennoù Viking. Implijet eo bet ar runoù-se adalek an 9 vet kantved betek an 11vet kantved. Rannet int etre ar runoù skourr hir (Daneg) hag ar runoù skourr berr (Svedeg ha Norvegeg). Tabut a oa savet diwar an diforc'h etre an daou stumm runoù. Soñjet e vez bremañ peurvuiañ e tenne an difoc'h stummoù d'an implij a veze graet ganto. Ar runoù skourr hir a veze kizellet ouzh mein, ar re skourr berr a veze implijet war ar pemdez evit skridoù prevez pe kemennadennoù engravet ouzh koad.






Runoù ar Grennamzer (12vet -15vet kantved)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Runoù ar Grennamzer
Kloc'h iliz Saleby, e Västergötland e Bro Sveden,enskrivadurioù runek warnañ (1228).

Astennet e voe lizherenneg Futhark Diwezhañ e kerz ar Grennamzer evit ma vefe adarre un arouez evit kement fonem a gaver er yezh Hennorseg. Pikoù a voe lakaet ouzh kensonennoù divouezh evit aroueziañ kensonennoù mouezhiet o klotañ ganto, pe ar c'hontroll, kensonennoù mouezhiet kemmet evit aroueziañ kensonennoù divouezh. Runoù nevez a voe ijinet ivez evit rentañ son ar bogalennoù. E-leizh a stummoù runoù disheñvel a gaver en enskrivadurioù ar Grennamzer ha lizherennoù zo evel S, C pe Z a veze implijet alies an eil e-lec'h ar re all. Implijet e voe runoù ar Grennamzer betek ar 15vet kantved. Ar pep brasañ eus an enskrivadurioù runek a gaver d'an deiz hiziv e Bro Norveg a zeu diouzh mare ar Grennamzer. Ar 600 enskrivadur bet kavet e Bergen er bloavezhioù 1950, bet meneget uheloc'h, a ziskouez e voe implijet ar runoù e-kichen ha kichen gant al lizherennoù latin e-pad meur a gantved. Lod eus ar runoù zo skrivet er yezh latin zoken.





Runoù Dalekarliat (16vet -19vet kantved)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Runoù Dalekarlia.

Hervez Carl-Gustav Werner e veze kavet e rannvro Dalarna e Bro Sveden ur meskaj runoù ha lizherennoù latin. (Werner 2004,p 7). Runoù Dalekarliat a gaver adalek ar 16vet kantved hag implijet e voent betek an 20 vet kantved. N'eo ket sklaer hag eñ int bet implijet a-viskoazh pe hag eñ eo deut en-dro ar c'hiz e-kerz an 19vet pe an 20vet kantved diwar tud o dije desket ar runoù e levrioù. Implijet e oant dreist-holl evit skrivañ Elfdalieg, ur yezh skandinavek en arvar d'an deiz hiziv ha chomet tost tre diouzh an Hennorseg.





Implij a-vremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Runoù el lennegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
taolenn kirth, al lizherenneg runek bet ijinet gant J. R. R. Tolkien.

Implijet eo bet ar runoù el lennegezh evit klask diazezañ an istor en un doare “gwirion” en istor. Skrivagnerien evel J.R.R. Tolkien, Jules Verne, J.K. Rowling, pe Erik l'Homme o deus bet implijet runoù en o levrioù. Gant J.R.R. Tolkien e voent implijet kalzig e Bilbo an Hobbit da skouer evit skeudenniñ kartenn avanturioù Bilbo, en Aotrou ar Gwalennoù (Lord of the Rings) e kaver runoù ouzh bez Balin e Bro-Voria, ha titouroù e-leizh a gaver war o fenn e stagadennoù ar romant. Gant Runoù e ra Tolkien met saozneg a skriv ganto. Jules Vernes en deus bet graet gant runoù en e levr Beaj e kreiz an Douar. Kregiñ a ra an istor gant un dornskrid kozh e runoù lec'h ma kaver anv eus un toull kevrinus e Bro Island a gas war-zu kreiz an douar. Gant Jules Verne eo al latin avat zo implijet evit ar skrid e runoù. E daou levr e voe meneget ar runoù gant J.K. Rowling. Hermione Grandger unan eus tudennoù pennañ levrioù Harry Potter a studi ar runoù adalek he zrede bloavezh e skolaj Hogwarts. Er seizhvet levr e resev digant ar c'helenner Dumbledore aet da anaon, ur skouerenn e runoù eus The Tales of Beedle the Bard, (Konchennoù ar Barzh Bidel ) .Runoù hud a gaver meneget ivez e Le Livre des Etoiles un dastummad tri levr gant ar skrivagner evit ar re yaouank Erik L'homme. Er serienn skinwel Stargate SG-1 e vez implijet runoù evit skrivañ gant ar ouenn estren-douar Asgard.



Runoù ha Nazied

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Runoù a veze kavet ouzh Totenkopf Ring a veze gouget gant izili an SS

O vezañ ma oant arouezioù germanek e voe implijet ar runoù gant an nazied. Diwar labourioù Guido von List e oa bet entanet an Nazied gant arouezelezh ar runoù. E rummad runoù a voe distaolet ganto diwezhatoc’h evit degemer ar Runoù Wiligut bet krouet gant runoniour ofisiel an Trede Reich Karl Maria Wiligut. Gant an Nazied e oa graet "Sig" eus ar run o talvezout da S. Ouzh ar walenn a veze douget gant izili an Nazied, an Totenkop Ring (Gwalenn ar Glopenn) e oa engravet meur a run. Daou run "Sig" (e-barzh pep a dric’horn), ur run 'Hagal' (e-barzh ur c’hwec’hkorn), ur run “svastika” (e-barzh ur c’harrez) hag ur run “doubl” (e-barzh ur c’helc’h). Arouezioù evel run Odal a gaver bremañ a-wechoù ouzh bannielloù neonazi e lec'h ar svastika.



Nevezpaganiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a stumm Nevezpaganiezh a gaver ha disheñvel e vez o orinoù, Lod diouto a ra gant runoù ha disheñvel e vez an implij a reont diouto. Ur plas a-bouez o deus ar runoù er Baganiezh c'hermanek dre vras hag implijet e vezont e meur a zoare, hag e degouezhioù disheñvel hervez ar strolladom nevezpagan. Lod a ya betek ijinañ posturennoù ha jiminaz germanek pa ra re all gant ar runoù evit o skridoù pe evit an hudouriezh.

Hudouriezh ha New Age

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Guido von List, 1913

Tad an ezoteregezh e Bro Alamagn hag Aostria eo ar skrivagner Guido von List en 19vet ha deroù an 20vet kantved..Troet tre e oa gant ar gevrinegezh. E 1908 ez embannas al levr Das Geheimnis der Runen (Kevrinoù ar Runoù). Ennañ e kaver an 18 run Armanat. Diazezet int war ar runoù Futhark Diwezhañ. Hervez List e oant bet diskuliet dezhañ pa oa deut da vezañ dall pad ur prantad goude ma vije bet oberetet e zaoulagad diouzh ar c'hatarakt e 1902. Ur stêr ezoterek a vefe gant ar runoù ivez hervez Sigurd Agrell (1881-1937) bet kelenner e Skol-Veur Lund e Bro Sveden. Diazezet en doa teorienn Uthark e 1930. Hervezañ e vefe rineget pe enkriptet ar runoù hag ur stêr kuzh a vefe diskuliet en ur blasañ ar run kentañ F da ziwezhañ, alese an anv Uthark. Ne oa ket bet degemeret e deorienn gant bed ar studioù runek met berzh a reas e touez ar strolladoù ezoterek. Brud a gavas en-dro teorienn Agrell gant Keneth Meadows en e levr Rune Power e 1995. Adimplijet e voe gant ar skrivagner ezoterek svedat Thomas Karlson en e levr Uthark: Nightside of the Runes. Diazet en deus un Urzh Hudourien a ra diouto Ordo Draconis et Atri Adamantis pe Dragon Rouge. Levezonet en deus ar strolladoù sonerezh Heavy Metal Therion ha Shadowseeds. Strolladoù New Age a ra gant runoù a-wechoù ivez evit an diouganoù. Mesket e vezont a-wechoù gant kartennoù tarod.

Skritur war an Urzhiataer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Siell runek e dir o tiskouez Runoù Henfuthark

Lizherennegoù runek a zo degemeret gant an norm Unicode dindan ar bloc'had 16A0–16FF. 81 arouez zo etre tout, 75 lizherenn en o zouez. Un nebeud nodrezhioù (skriturioù) a zegemer an areouezioù-se, nodrezhoù doare krennamzer dreist-holl evel Cardo pe Junicode.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.