Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Sceilig Mhichíl

Eus Wikipedia
Logelloù ar venec'h
An derezioù da bignat betek ar manati

Sceilig Mhichíl (en iwerzhoneg), Skellig Michael pe c’hoazh Great Skellig (e saozneg), zo unan eus an div enezenn a ya d’ober enezeg Na Scealaga, en Iwerzhon. An hini vrasañ eus an div eo ha sevel a ra betek 230 metr dreist live ar mor.

Emañ Sceilig Mhichíl war-hed 15 km diouzh an douar-bras, er mervent da aod kontelezh Ciarraí. « Karreg Mikael » eo ster anv an enezenn. Didud eo, met e-pad 600 vloaz ez eus bet menec'h o chom enni, en ur manati pintet uhel tost da veg ar garreg.

Savet e oa bet ar manati kristen-se er VIIvet kantved. Lakaet eo bet war roll Glad ar bed gant UNESCO e 1996. Bez’ eo unan eus ar manatioù europat anavezetañ ha diaesañ da ziraez war un dro. En ur stad mat-eston eo chomet, dre m’eo bet dizarempred e-pad pell. Rust ha kalet e oa buhez ar benitiourien, a oa lojet e doare logelloù graet gant mein, anvet « clochán », savet tost d’ar vri.

Derezioù mein serzh a gas eus traoñ ar garreg betek ar manati. Eno ez eus c’hwech logell, daou beniti, 31 bez, ur groaz vaen hag un iliz eus an XIIIvet kantved, gouestlet da sant Mikael. Moarvat ne oa nemet un dousennad menec'h eno, gant un abad.

War-dro an XIIvet kantved moarvat e voe dilezet Sceilig Mhichíl ganto ha mont a rejont d’an douar-bras, da sevel manati Baile an Sceilg eno. Er XVIvet kantved e krogas Sceilig Mhichíl da vezañ darempredet en-dro gant pirc’hirined a zeue di ur wech ar bloaz. En XIXvet kantved e voe savet daou dour-tan war ar garreg. Unan anezho zo bet kempennet abaoe hag a vez implijet c’hoazh, met abaoe ar bloavezhioù 1980 n’eus gward ebet ennañ ken.

Ur gwarezva evned eo Sceilig Mhichíl, evel an enezenn all, Sceilig Bheag. Etrezo o-div e ro bod an inizi da niveroù bras a evned-mor, morskouled, sataniged, karamelled, torted, karaveged, ereved, godezed ha poc'haned.

Eus porzh Baile an Sceilg, war an douar-bras, ez eus bigi a gas an douristed d'an inizi[1], da vont da welet ar manati pe an evned-mor pe c'hoazh da besketa pe da splujañ er mor e-harz ar c'herreg.

  1. Skellig Boat Trips [1]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.