Sourd boutin
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Amphibia | ||
Urzhad : | Caudata | ||
Kerentiad : | Salamandridae | ||
Genad : | Salamandra | ||
Anv skiantel | |||
Salamandra salamandra Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar sourd boutin (Salamandra salamandra) a zo un divelfenneg lostek a vev en Europa.
Perzhioù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Vioù a ra ar sourded, evel an naered: bevvic'hanerien int kar digloriñ a ra ar vioù kerkent ha lakaet en dour.
Al loened-se a c'hall bezañ 20 santimetr hir.
War o c'hein hag o c'hostezioù ez eus takadoù pe merkoù melen. Div linenn zidroc'h pe zidroc'hoc'h a vez en un doare dizingal eus ar penn betek al lost.
Kavet e vez ar sourded boutin e pep lec'h e kornaoueg Europa, nemet e bro Iwerzhon, Island, Skandinavia hag e Breizh-Veur.
Bevañ a reont dreist-holl e koadoù gwez deliaouek met ivez dindan gwez pin pe sapr hag e-kichen ar gwazhioù. Ar sourded a blij dezho fiñval pa vez dous ha gleb an nozvezhioù. Loened didrouz ha gorrek int. War an deiz e chomont kuzh dindan ur penskoad, dindan an douar.
Gorrekoc'h c'hoazh e vez o buhez e-pad ar goañv. Ar sourded a c'hell kaout re vihan forzh pegoulz. Pa'z a ar vioù da larvenned, e vezont lakaet en dour betek 4 pe 6 miz.
Brudet eo ar sourded evit bezañ marlonk : debriñ a reont buzhug, melc'hwed hag amprevaned.
Loened gwarezet eo ar sourded.