Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Unaniezh Afrika

Eus Wikipedia
Broioù Unaniezh Afrika

Unaniezh Afrika a oa bet savet d'an 9 a viz Gouere 2002, e-lec'h an Aozadur evit Unvaniezh Afrika, un aozadur koshoc'h a vode dija stadoù Afrika.

Ar palioù embannet gant Unaniezh Afrika eo kas war-raok an demokratelezh ha gwirioù mab-den ha gwellaat an armerzh dre Afrika a-bezh. Muioc'h a c'halloud en deus Unaniezh Afrika eget n'en doa an AUA, evit emellout e traoù diabarzh ar stadoù zo izili. Ganti ez eus ul lez-varn etrebroadel, nerzhioù da virout ar peoc'h hag ur bank kreiz.

Bingu wa Mutharika eus Malawi eo bet prezidant kentañ an Unaniezh.

Un unaniezh stadoù eo Unaniezh Afrika : 54 stad zo enni, da lavaret eo kement stad zo war kevandir Afrika. Abalamour ma oa bet anavezet republik Sahara ar C'hornôg gant an AUA, en amzer an aozadur-se, e oa aet kuit Maroko anezhañ e 1984. Deuet eo e-barzh Unaniezh Afrika en-dro e miz Genver 2017.

Bep bloaz e vez anvet ur prezidant nevez, dilennet a-douez renerien o bro.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.