Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Widukind (roue ar Saksoned)

Eus Wikipedia
Delwenn da Widukind e Nienburg
En em zaskoriñ a ra Widukind da Garl Veur e Paderborn, livet gant Ary Scheffer (1840)

Widukind, pe Wittekind (743-807) a oa roue pagan ar Saksoned. Enebour d'ar Franked kristen e oa, ha d'o impalaer Karl Veur, e dibenn an VIIIvet kantved. Deuet eo da vout un haroz german.

En VIIIvet kantved e oa bro ar Saksoned etre Turingen er c'hreisteiz, Rheinland er c'hornôg, broioù slav er reter, ha Mor an Hanternoz.

Karl Veur, dalc'het en Italia, a gasas peder arme hag a reas freuz ha reuz er vro.

N'ouzer ket nemeur a dra diwar-benn buhez Widukind. Bugel ar c'hoad e talv e anv. An holl zihelloù diwar e benn zo deuet betek ennomp zo deuet eus ar Franked, a lavare e oa un treitour ha rener emsavadeg ar Saksoned.
Dimezet e oa d'ur vaouez anvet Geva, a oa c'hoar da Siegfried, roue Danmark, da Haithabu (Hedeby), ha da Halfdan II, roue Vestfold.