Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Yezh oligosintezel

Eus Wikipedia
Renkadur morfologel

Oligosintezel a reer eus ar yezhoù enne neubeut a vorfemoù, da skouer en tu-mañ da vil. Talvezout a ra ar morfemoù-se d'ur yezh sintezel da sevel frazennoù kadarnaat.

An diforc'h pennnañ neuze etre yezhoù liessintezel diouzh un tu hag ar yezhoù oligosintezel diouzh an tu all eo an niver a vorfemennoù implijet gante : kalz bihanoc'h evit an eil re.
Ar yezhoù-se gante ur seurt oligarkiezh a vorfemoù a rankfe sevel dre ret gerioù kevrennek hir spontus, hiroc'h c'hoazh evit er yezhoù sintezel boutin, dre ouzhpennañ meur a vorfem an eil war lerc'h egile.

Gwech ha gwech all ez eo bet kredet e oa ar yezhoù oligosintezel ur re yezhoù genidik eus Amerika evel an nahuatl and pe ar blackfoot (yezh an Niitsitapii) met disgwelet eo bet war-lerc'h n'eo ket gwir. Betek hiziv n'eus bet kavet yezh ebet a glotfe gant ar perzhioù a zo ret evit bezañ renket evel ur yezh oligosintezel.

Ne gav ket avat da darn vrasañ ar yezhonourion e vefe eus seurt yezhoù oligosintezel e gwirionez, ha betek-henn n'eus bet kavet yezh ebet, bev pena varv, a vije seurt perzhioù ganti.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]