Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Renkadur hervez ar vorfologiezh

Eus Wikipedia
Renkadur morfologel

Diorroet e voe an doare da renkañ ar yezhoù hervez perzhioù pennañ o morfologiezh (saoz. 'morphological typology) gant ar vreudeur Friedrich hag and August Wilhelm von Schlegel.

N'eo ket un doare-renkañ absolutivel. Da lâret eo, ne c'heller ket lâret ez eo ar sinaeg ur yezh dezrannel anezhi, met kentoc'h ez eo honnezh ur yezh anni muic'h a perzhioù sintezel eget en ur yezh all hag e vez kenveriet outi.

Ne gaver, tost pe tost, kemm morfologel ebet er yezhoù dezrannel (saoz. 'analytic language), da lâret eo ne vez ket implijet kengerioù evit diskwel ar perzh a c'hoarvez ur ger bennaket en ur frazenn. E lec'h ober gant kengerioù, seurt yezhoù a diskwel perzh ur ger pe rumm ur ger dre e blas en ur frazenn, d.s. chench urzh ar frazenn evit ober gant ar stumm-goulennata. A-hendall e reont ivez gant rannoùigoù pe gerioù all evit resisaat perzh ur ger, d.s. implijout 'meur a' evit sevel ul liester hep ober gant ul lostger evel e brezhoneg -où. E seurt yezhoù, neuze, eo eo kalz pouezusoc'h rol ar gevreaduriezh eget hini ar vorfologiezh.

Yezhoù dezrannel eo meur a yezh komzet e Azia ar Reter evel ar sinaeg hag ar vietnameg. Ur yezh damdezrannel eo ar saozneg ivez.


Ar yezhoù sintezel (saoz. synthetic languages) a ra gant gerioù savet diwar ur wrizienn hag un nebeud morfemoù ouzhpennet outi. N'eo ket ret atav, avat, ober gant morfemoù a c'heller ober an diforc'h gante hag ar wrizienn. Da lâret eo e c'hell ar morfemoù bezañ enteuzet gant ar wrizienn (ds. saozneg man > men) pe e c'hellont bezañ merket gant tonennoù pe perzhioù fonetikel all. N'eo ket ken pouezus urzh ar gerioù en ur frazenn en ur yezh sinteezel rak gallout a reont ober gant morfemoù ispisial evit merkañ perzh resis ur ger en ur frazenn bennak. E seurt yezhoù, neuze, eo eo kalz pouezusoc'h rol vorfologiezh ar eget hini ar gevreaduriezh.

An darn vrasañ eus ar yezhoù indezeuropek a zo techet war an tu-mañ.

Daou isrummad yezhoù sintezel a zo hervez ma vez aezet ober an diforc'h etre pep morfem er gerioù pe get:

yezhoù daspegel
yezhoù enteuzel (mod kozh: "displegel" (saoz. inflected).


Sklaer-tre atav e vez ar vevenn etre pep morfem ur ger bennak er yezhoù daspegel (saoz. agglutinative languages). Kengerioù eo ar morfemoù stag neuze. Dre vras o devez seurt yezhoù un nivel uhel a vorfemoù e pep ger implijet hervez ur sistem reizh ha rik-tre.

Yezhoù daspegel eo ar c'horeaneg, an turkeg hag ar japaneg.

Ar yezhoù enteuzel (saoz. fusional languages) a ra gant morfemoù diaezet a-walc'h da dielfennañ hag e c'hell bezañ meur a ismorfem enteuzet e-barzh pep morfem. N'eo ket sklaet atav e pelec'h emañ ar vevenn etre gwrizienn ar ger hag ar morfemoù all. Ar morfemoù a c'hell bezañ merket war-eeun war ar gwriziennoù evel tonennoù pe dre kemmoù e vogalennoù pennañ ar wrizienn, d.s. Ablaut evel er saozneg sit - sat - seat.

Gwechall e veze graet "displegel" (saoz. inflected) eus yezhoù a seurt-mañ ivez.

An darn vrasañ eus ar Yezhoù indez-europek a zo techet war an tu-mañ mui-pe-vui.

E 1836 e voe ouzhpennet un rummad gant Wilhelm von Humboldt: ar yezhoù liessintezel (saoz. polysynthetic language). Implijet e voe bet an termen liessintezelezh evit ar wezh kentañ avat gant ar yezhonour Peter Duponceau savet diwar un termen implijet er gimiezh. Gant ar yezhoù a seurt-se ez eo uhel-tre an niver a vorfemoù e pep ger. Ret eo anzav n'eo ket gwallsklaer avat e pelc'h emañ an diforc'h resis etre ur yezh sintezel hag unan liessintezel.

Setu ur re berzhioù pennañ o tennañ d'ar yezhoù liessintezel:

  • Ur vorfologiezh reizh-tre
  • Peurliesañ e vez displeget ar verboù gant meur a arguzenn enne en ur ober gant meur a vorfem (Gw. ivez euskareg)

Meur a yezh komzet en Amerika a zo liessintezel evel an Inuktitut ("eskimoeg"), da skouer :

tavvakiqutiqarpiit "Ha gwerzhet e vez butun ganeoc'h?"