Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

ger

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Meneget er C'hatolikon (guer).
Da geñveriañ gant ar gerioù gair en kembraeg hag en iwerzhoneg, ger en kerneveureg.

Anv-kadarn

ger /ˈɡeːr/ gourel (liester gerioù, furm vihanaat gerig); skrivet gir e skridoù tregeriek zo.

  1. (Yezhoniezh) Heuliad soniadoù o deus un dalvoudegezh hag un implij yezhadurel resis en ur yezh naturel.
    • Mad, evidonme na zinac'han ket ar republik ; lavaret a ran, a avad, ne d'eo eno emet eur geir, hag e zeo ret, evel evit ar voutaill guin, gouzout petra 'zo enhi abars kommer anei. — (Ar Wirionez niv. 10, 1877, p. 4.)
    • Nag a fent a rae dimp adal ma strive da zistagañ gant kant ha mil boan ur c'houblad gerioù e rusianeg palefarzh ! — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 14-15.)
  2. hep lavarout ger : hep rannañ ger, hep komz
    ... e c'hortozas, hep laret gir, e wreg da aozañ koan. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 50.)
  3. en ur ger
  4. Promesa dre gomz.

Deveradoù

Troioù-lavar

Troidigezhioù

Heuliad soniadoù


Kembraeg

Etimologiezh

Araogenn

ger

  1. E-kichen
  2. A ya d'ober an araogennoù