talvoudusoc'h
Neuz
Brezhoneg
Furm anv-gwan
talvoudusoc'h /ˌtalvuˈdysːɔx/
- Derez-uheloc'h an anv-gwan talvoudus
- Talvoudusoc'h eo marteze, rak eur Roue braz ha pinvidik a c'hell paea ar vad a reer evithan, el leac'h eul labourer paour ne ket evit hen ober. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 74.)
- Ne gredan ket e c'hellje beza, evit eun « danvez beleg », kaeroc'h ha talvoudusoc'h kenteliou. — (Lan ar Bunel, Laouig ar Penker eun danvez beleg, Moulerez straed ar C'hastell, Brest, 1929, p. 23.)
- Talvoudusoc'h eget :
- — O ! eme ar c'hoar all, divalo a-walc'h, met beo int, hag eun azen beo a zo talvoudusoc'h eget daou varc'h maro. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 10.)
- Ha ni o vevañ 'n he c'hichen n'hor boa ket komprenet e oa hi ar galon reizh, an hini eeun kant gwech talvoudusoc'h eget den ebet, an hini n'hell heptañ kêriadenn ebet chom 'n he sav. — (Aleksandr Soljenitsyn, lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig, Ti Vatriona, Al Liamm, 1976, p. 79.)
- Talvoudusoc'h evit :
- Talvoudusoc'h-talvoudusañ : muioc'h-mui talvoudus
Troidigezhioù
- galleg : plus précieuse(s) (fr) , plus précieux (fr) (que)
- galleg : plus utile(s) (fr) (que)