va
Neuz
Gwelet ivez : -va |
Brezhoneg
- Keñveriañ gant fy e kembraeg.
Anv-gwan perc'hennañ
va /va/
- anv-gwan perc'hennañ ar c'hentañ gour unan (hag a zegas kemmadur dre c'hwezhadenniñ).
- Sane. — Va Doue, Herve, aoun am eus na vefemp gwelet o komz an eil gant egile, rak eun tanteziad a vefe graet warnomp, ma vefemp tapet, goude ar pez en deus laket va zad en e benn. — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 3.)
- — Sellit, va zad, setu va c'hi. [...]. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 56.)
- ... adalek va skoaz betek va zreid ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 72.)
- Va divesker a horjelle, va izili a grene, va fenn a voudinelle, va c'haloun a deuze em c'hreiz... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 53.)
Troidigezhioù
- galleg : mon (fr)
- saozneg : my (en)
- spagnoleg : mi (es) , mis (es)
- portugaleg : meu (pt) , meus (pt)
Raganv-gour
va /va/
- Raganv ar c'hentañ gour unan dirak un anv-verb:
- ... an hini a zo bet didalvez avoualac’h evit va barn d’ar maro. EK
- — Va c'hrediñ a c'hellit. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 72.)
- ... heman a zo eun teuz pe eur spountail bennag, deuet da esa va zamma ganthan ... — (EK, p. ...)
- Va hini goz ’vo inouet ouz va gedal. — (E korn an oaled, p. 86.)
- ... e-lec'h ma karo Doue va c'has ... — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 21.)
- Hag en devez varlerc’h, e vijen pell deuz ar re a glaske va derc’hel. — (E korn an oaled.)
- Raganv ar c'hentañ gour unan dirak un anv-gwan-verb:
- Doue marteze en deuz va espernet ... — (EK....)
- Raganv ar c'hentañ gour unan dirak an doare-gourc'hemenn:
- — Va list-me, brema, da vont kuit, emezan. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 63.)
- Jesus ha Mari, var va maro va zikourit ! EK
- Va mirit diouz an droug-spered, Va diwallit diouzh pep pec'hed. — (Katekiz ar vugale vihan, 1911.)
- va diwallit
- va lezit
Gerioù heñvelster
- ma (raganv ha ger perc'hennañ)
Troidigezhioù
Spagnoleg
va
- Furm eus ar verb ir e trede gour unan amzer-vremañ an doare-disklêriañ :
- Ella se va -Hi zo 'vont.
Galleg
va
- Furm eus ar verb aller e trede gour unan amzer-vremañ an doare-disklêriañ :
- Elle s'en va -Hi zo 'vont.
Italianeg
- Eus ar verb andare.
Furm verb
va
- Furm eus ar verb andare e trede gour unan amzer-vremañ an doare-disklêriañ :
- -Come va? -Va male. -Penaos e ya? -Fall (e ya).
Krennlavar
Portugaleg
va
- Eus ar verb ir.