Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Ghetto

Eus Wikipedia

Ar ghetto eo a vez graet eus karter ar Yuzevien a veze ret dezho chom ennañ peurvuiañ. Dont a ra an anv eus karter yuzev kêr Venezia en Italia. Abaoe fin an XX-vet kantved e vez graet an anv-se eus ne ve vern pe garter a vez stank ennañ tud eus un orin resis bennak, ur bihan-niver peurvuiañ, o vevañ er baourentez pe berr ar bevañs ganto.

E Pariz, er XIIIvet kantved e oa peder yuzeviezh, bevennet mat. E Spagn da gentañ e oa brientoù stag ouzh ar juderias. Goude-se ez ejont war baouraat, hag e voent dindan evezh an Inquisicion. E dibenn ar Grennamzer e voe argaset Yuzevien e-leizh war-du reter Europa. En Avignon e voe savet karterioù evit Yuzevien ar pab. E Venezia, e voe ret dezho, adalek 1516, chom er Ghetto.

Gant an Dispac'h gall, war-lerc'h dekred ar Yuzevien e voe kemmoù bras e ghettoioù Europa.

Dont a ra ar ger "ghetto" eus distagadur ar ger italianek "getto" e rannyezh Venezia. Graet e veze an anv-se eus "an ti ma veze teuzet bombezerezioù Venezia", hag oberiant e oa an teuzerezh-se er XIVvet kantved. Ul lec'h serr e oa, gant ur pont hag un nor. Tremen a raed dre un dachenn gant dismantroù fornioù. Dindan tri deiz e voe aloubet an dachenn hag an tiez gant ar Yuzevien, aozet gante an tier evit chom enne. Neuze e voe serret an nor warne. Al lec'h-se eo a voe graet ghetto anezhañ. War-lerc'h ar Ghetto kentañ-se hag ar "Ghetto Nuovo" (ma erruas ar Yuzevien e 1516) e teuas ar Ghetto "Vecchio" hag ar Ghetto "Nuovissimo". Emañ ar ghettoioù -se e kêr Venezia.

En amzer an enepyuzevegezh hitlerian

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad an Eil Brezel-Bed e voe serret Yuzevien Polonia gant an Nazied e karterioù a-gostez, hag an arme en-dro dezho, ouzh o eveshaat. N'hallent ket mont er-maez, evel en ur c'harc'har e oant. Goude se e voent tapet da gas da gampoù-diouennañ. Neuze eo e renas an dienez ruz e-kreiz annezidi ghetto Varsovia, ennnañ tremen 500 000 a dud. Dre ma n'halle ketan dud mont betek kêr da labourat e varve an dud gant an naon. Dre m'o doa komprenet ne oa chañs ebet da en em dennañ a-dre krabanoù an nazied, ne chomas ket tud ar ghetto da c'hortozas ken e teuje an nazied dezho, dilezet ma oant gant ar bed-holl. En em sevel a rejont gant armoù evit klask tec'hel. Chomet eo an emsavadeg-se (eus Ebrel 1943 da Vae 1943 evel ur bajenn istor eus ar re grisañ en hec'h amzer.

Pa oa aloubet Sina gant Japan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad an Eil Brezel-Bed e voe ur ghetto yuzev e Shanghai.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]