Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Guyana

Eus Wikipedia
Co-operative Republic of Guyana

Republik Kevelourel Gwiana
Banniel Guyana Ardamezioù Guyana
Banniel Ardamezioù
Ger-stur : One People - One Nation - One Destiny
Kan broadel: Dear Land of Guyana, of Rivers and Plains
Lec'hiadur Guyana
Lec'hiadur Guyana
Kêr-benn Georgetown
6°46′N 58°10′W
Kêr vrasañ Georgetown
Yezh(où) ofisiel Saozneg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Irfaan Ali
Gorread
 - Hollad 214,970 km² (84)
 - Dour (%) 8.4
Poblañs
 - istimadur 2010 752,940 ()
 - niveradeg 2002 751,223
 - Stankter 3.5/km² (225)
PDK (PGP) (istimadur)
 - Hollad $5.379 a viliardoù ([[Roll ar broioù dre o PDK (PGP)|]])
 - Keidenn  ([[roll ar broioù dre PDK (PGP) dre zen|]])
Moneiz Dollar Guyana (GYD)
Gwerzhid-eur (UTC)
Kod kenrouedad .gy
Kod pellgomz +592

Guyana (da vezañ distaget [gaɪˈaːnə] pe [gaɪˈæːnə] e saozneg hervez an IPA), pe Gwiana, ent-ofisiel Republik Kevelourel Gwiana (e saozneg Co-operative Republic of Guyana), a zo ur riez eus Amerika ar Su, an hini nemeti a zo saoznek a yezh. Sko emañ ouzh ar Meurvor Atlantel ha harzoù he deus gant Surinam er reter, gant Brazil er su hag er mervent, ha gant Venezuela er c'hornaoueg. En trovanoù emañ, e norzh ar C'heheder. Georgetown eo ar gêr-benn.

Gwiana a dalv kement ha "bro dourus" e yezh an Arawaked. Kalz stêrioù, oufoù ha lammoù-dour zo. Stêrioù Essequibo, Berbice ha Demerara a zo e-touez ar re vrasañ. War an aod emañ o chom ouzhpenn 90% eus ar boblañs. E diabarzh ar vro e kaver menezhioù pe uhelgompezennoù goloet gant koadeier pe savanenn.

Amerindianed a reas o annez er vro marteze 35000 bloaz zo, en o zouez an Arawaked hag ar Kalinaed. Adalek an XVIIvet kantved en em stalias teir zrevadenn izelvroat eno. Goude-se e voe mestroniet ar vro gant ar Vreizhveuriz. "Gwiana Breizh-Veur" (British Guiana) e teuas da vezañ he anv eta, betek he dizalc'hiezh e 1966. Ezel eo eus ar C'hommonwealth diwar neuze.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.