Jeff Koons
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Jeff Koons |
Anv-bihan | Jeff |
Anv-familh | Koons |
Deiziad ganedigezh | 21 Gen 1955 |
Lec'h ganedigezh | York |
Pried | Ilona Staller |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | kizeller, livour, luc'hskeudenner, installation artist, designer |
Bet war ar studi e | Maryland Institute College of Art, School of the Art Institute of Chicago |
Bet studier da | Ed Paschke |
Lec'h labour | München, Sarasota, Chicago, Baltimore, New York |
Luskad | Pop Art, postmodernism, conceptual art, Arz bihanañ |
Ezel eus | Royal Academy of Arts, American Academy of Arts and Sciences |
Tachenn | Divuhez, public art |
Levezonet gant | Andy Warhol, Marcel Duchamp |
Prizioù resevet | Fellow of the American Academy of Arts and Sciences, Berliner Bär |
Lec'hienn ofisiel | http://www.jeffkoons.com/ |
Dileuriet gant | David Zwirner Gallery, Gagosian Gallery, Almine Rech Gallery, Pace Gallery |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | reproduction right not represented by CISAC member |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Teuliad arzour e | Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library, College for Creative Studies Library |
Jeff Koons a zo un arzour amerikan bet ganet d'an 21 a viz Genver 1955 e York (Pennsylvania). Divizoù a sav dizehan diwar e oberenn. Evit tud zo ez eo deuet a-benn da dennañ ar pep pouezusañ eus luskadoù gward a-raok ar c’hantved, ar Pop Art en o zouez. Evit re all avat, n’eo nemet un arzour a blij dezhañ kalz an traoù kitsch, hag a blij da zastumerien pinvidik-mor hag a zisplij d’ar vurutelletien. Er mare-mañ emañ Koons e-touez arzourien gerañ ar bed. (47vet e top 100 al lec’hienn ofisiel artfacts.net).
E oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un arzour klok eo Jeff Koons hag er pezh a grou e kaver roud eus kement teknik arzoù a zo : staliadurioù, luc’hskdeudenniñ, livouriezh, kizellerezh liesseurt (koad, marmor, gwer, inoks) hag oberenoù savet en ur implij urzhiataerioù. Fellout a ra dezhañ sevel oberenn a blijo d’ar brasañ niver. Pa sav un oberenn e klask “ober war-dro traoù a c’hallo an holl kaout ul liamm outo”. Goude bezañ bet trader e Wall Street e-pad ur pennad e stagas neuze gant ar arzoù, evel doare "merchandising peurvat". E oberennoù a vez savet en e stal-labour, asambles gant e skorerien. Ne sav netra e-unan : mennozhioù a zegas, ha kenlabourerien a-vicher a sav anezho da c’houde.
Pa’z implij traoù e klask kompren “perak ha penaos e c’hall bezañ azeulet traoù ar gevredigezh beveziñ”. Kemend-se a weler pa seller ouzh e oberenn : sunerezed pe ardinvinkoù ti-tredan klozet e kasedoù pleksiglas ha sklerijennet gant korzennoù neon, ha goude-se bolotennoù basket e-skourr e-barzh akwariomoù (gant sikour Richard Feynman, priz Nobel ar skiantoù fizik), hag ivez eñvorennoù marc’hadmat, bitrakoù rococo (lapined-c’hwez, mêsaerezed ha deñved sukr, Michael Jackson e porselen) ha dreist-holl c’hoarioù ha traouigoù stag ouzh ar bugaleaj. Hiziv an deiz e vez gwelet oberennoù zo savet gantañ (Inflatable Rabbit, ul lapin-c’hwez inoks bet savet e 1986, pe c’hoazh Balloon Dogs) evel re bouezusañ dibenn an XXvet kantved.
Arz Jeff Koons a c’haller gwelout evel ur meskaj eus meur a dra all : ready-made Marcel Duchamp, traoù pemdez bras-divent Claes Oldenburg, brud Andy Warhol, an artizanelezh arzoù ha skeudennerezh ar bobl. Ar skeudennadurezh implijet gant Koons a zo heñvel ouzh ur c’hatalog sevenadur ar bobl, amerikan ha bedel war un dro.
E 1991 e timezas Koons gant an aktourez filmoù pornografek italian anvet Ilona Anna Staller (ar Cicciolina). Asambles e kroujont oebrennoù atahinus, hag e teujont a-benn da vezañ anavezet gant ur bern tud. Dispartiañ a rejont e 1994 daou vloaz goude ganedigezh o mab, anvet Ludwig. Bec’h a savas etrezo pa voe anv eus mirout ar bugel. Unan eus oberennoù Koons, anvet Split-Rocker en ziskouez splann : un hanter anezhi a zo anvet Dino, an hanter all o vezañ anvet Pony, an daou anezho o tont eus skeudennerezh ar bugaleaj.
E ziskouezadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1980 : The New, New Museum of Contemporary Art, New York
- 1985 : Equilibrium, International With Monument Gallery, New York; Feature Gallery, Chicago
- 1986 : Luxury and Degradation, Daniel Weinberg Gallery, Los Angeles; International With Monument Gallery, New York
- 1987 : The New : Encased works 1981-1986, Daniel Weinberg Gallery, Los Angeles
- 1988 : Jeff Koons : Works 1979-1988, Museum of Contemporary Art, Chicago. Banality, Galerie Max Hetzler, Cologne; Sonnabend Gallery, New York; Donald Young Gallery, Chicago
- 1989 : Jeff Koons – Nieuw Werk, Galerie ‘T Venster, Rotterdamse Kunststichting, Rotterdam
- 1991 : Made in Heaven,Galerie Max Hetzler, Kologn; Sonnabend Gallery, New York; GalerieLehmann, Lausanne (1992); Christophe Van de Weghe, Brusel (1992)
- 1992 : Jeff Koons Retrospective, Stedelijk Museum, Amsterdam; Aarhus Kunstmuseum (1993); Staatsgalerie Stuttgart (1993). Jeff Koons Retrospective, San Francisco Museum of Modern Art (1992-93); Walker Art Center, Minneapolis (1993). Puppy, Schloss Arolsen
- 1994 : Jeff Koons : A Survey 1981-1994, Anthony d’Offay Gallery, Londrez
- 1995 : Puppy, Museum of Contemporary Art, Sydney
- 1997 : Puppy, Guggenheim Museum, Bilbao. Jeff Koons, Galerie Jérôme de Noirmont, Pariz
- 1998 : Jeff Koons : Encased Works, Anthony d’Offay Gallery, Londrez
- 1999 : Easyfun, Sonnabend Gallery, New York. Jeff Koons, A Millenium Celebration, Deste Foundation, Aten (1999-2000).
- 2000 : Easyfun-Ethereal,Deutsche Guggenheim, Berlin (2000-2001); Fruitmarket Gallery, Edinburgh(2001); Guggenheim Museum, Bilbao (2001-2002); 25è Biennale de SaoPaulo (2002); Guggenheim Museum, New York. Puppy, Rockefeller Center, New York. Split-Rocker, Palais des Papes, Avignon.
- 2001 : New Paintings, Gagosian Gallery, Los Angeles. Easyfun–Ethereal, Fruitmarket Gallery, Edinburgh. Jeff Koons, Kunsthaus Bregenz.
- 2002 : Easyfun-Ethereal, 25vet Sao Paulo Biennial, Sao Paulo. Easyfun-Ethereal, Guggenheim Museum, New York. Jeff Koons, York College, York. Jeff Koons. Paintings, Photos, Prints 1980-2002, Kunsthalle Bielefeld. Popeye, Sonnabend Gallery, New York.
- 2003 : Jeff Koons, Museo Archeologico Nazionale, Napoli. Popeye, Sonnabend Gallery, New York.
- 2004 : Jeff Koons : Highlights of Twenty-Five Years, C&M Arts, New York. From Pop to Now : Selections from the Sonnabend Collection, The Tang Museum, Saratoga Springs, New York; The Wexner Center for the Arts, Columbus, Ohio. Retrospektiv : Astrup Fearnley Museet for Moderne Kunst, Oslo ; Helsinki City Art Museum.