Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Kwame Nkrumah

Eus Wikipedia

Kwame Nkrumah (21 a viz Gwenholon 1909 e Nkroful, Ghana - 27 a viz Ebrel 1972 e Bukarest, Roumania) a oa brogarour, politikour ha prezidant kentañ Ghana.

Goude e studioù kaset e Breizh-Veur hag e SUA e tistroas d'e vro e 1947 ma voe pennsekretour an United Gold Coast Convention, ur strollad dizalc'hour. Goude manifestadegoù e meur a gêr eus Ghana e 1948 e voe kaset d'an toull-bac'h gant ar Saozon e-pad ur miz. Goude-se e foetas bro ha gounit tud d'e vennozhioù hag e 1949 e savas ur strollad politikel, ar Convention People's Party. Bac'het e voe adarre e 1950. E 1951 e tivizas ar Saozon dilezel Ghana hag aozañ un dilennadeg. Nkrumah a voe dilennet, daoust dezhañ bezañ en toull c'hoazh d'ar mare-se. Dieubet e voe un nebeud devezhioù goude. E miz Meurzh 1952 e voe dilennet da vinistr kentañ.

Disklêriet e voe dizalc'hiezh Ghana d'ar 6 a viz Meurzh 1957. Tri bloaz goude e voe embannet ur Vonreizh nevez a lakae Ghana da vezañ ur republik. Nkrumah a c'hounezas an dilennadeg aozet e miz Ebrel 1960 ha mont da brezidant kentañ ar Stad nevez d'ar 1añ a viz Gouere.

E miz C'hwevrer 1966 e voe distroadet en un taol-Stad pa oa o veajiñ e Sina ha Norzh Viet Nam. Ne zistroas morse d'e vro ha chom a reas e Ginea. E miz Eost 1971 ec'h eas d'an ospital da Roumania hag eno e varvas d'ar 27 a viz Ebrel 1972.