Le Morte d'Arthur
Le Morte Darthur ("Marv Arzhur") hervez an dornskrid, Le Morte d'Arthur hervez an henvoulladur, zo ur c'helc'hiad 504 danevell saoznek diazezet war mojennoù ar Roue Arzhur hag an Daol Grenn, bet dastumet hag adskrivet gant Sir Thomas Malory (c.1415/1418-1471) pa oa bac'het, da lavarout eo etre 1468 ha 1470.
An darn vuiañ anezho a zeu eus Danvez Breizh, lod all zo bet troet gantañ diwar labourioù gallek Chrétien de Troyes (c.1130 - c. 1185), ha lod all c'hoazh zo bet krouet gant Malory e-unan.
E 1485 e voe moullet Le Morte Darthur gant William Caxton (c. 1422 – c. 1491) e Londrez.
Al levr saoznek brudetañ a zo bet skrivet diwar mojenn Arzhur eo, hag ar gentel saoznek diwezhañ.
Gant skrid Malory ec'h eo bet awenet an darn vrasañ eus ar skrivagnerien o deus pledet gant an danvez-se goude e zonedigezh er gouloù, evel Alfred, Lord Tennyson (1809–1892) evit Idylls of the King (1859-1885) pe c'hoazh Terence Hanbury White (1906–1964) da sevel The Once and Future King (1958), nes komz eus skrivagnerien all er bed a-bezh.
Mammennoù an dornskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- VIIvet kantved
Ken kozh ha deroù ar VIIvet kantved eo mammenn gentañ Le Morte Darthur : ar varzhoneg kembraek Y Gododdin savet gant Aneirin a gont emgann 300 soudard kelt a-enep un armead Angled e dibenn ar VIvet kantved. Kaset a rumm da rumm dre gomz e voe Y Gododdin kent bout skrivet 200 vloaz diwezhatoc'h e deroù an IXvet kantved. Enni e kaver ar c'hentañ meneg eus Arzhur.
- IXvet kantved
E deroù an IXvet kantved ivez e skrivas ar manac'h kembreat Nennius e Historia Brittonum ma ro ul listennad emgannoù bet kaset gant Arzhur – an dux bellorum, ar pennkadour – ha roueed all da stourm ouzh bagadoù Germaned a oa o klask aloubiñ Enez Vreizh goude dilec'h ar Romaned er bloavezh 410.
En IXvet kantved ivez e voe aozet ar strollad dornskridoù anvet Trioedd Ynys Prydein, a zo diazezet war andonioù eus ar VIvet pe VIIvet kantvedoù. Enno e kaver munudoù a-zivout ar brete etre Arzhur hag e niz Mordred ha diskar Kamelod, kastell Arzhur.
- Xvet kantved
Kant vloaz diwezhatoc'h, e deroù an Xvet kantved, ar varzhoneg kembraek Preiddeu Annwfn "Preizhoù Annwn" a gontas beaj Arzhur betek Annwn – Bed All ar Gelted – davit ur chaodouron hud par da Óðrerir ar Vikinged ha da gorn ar builhentez an Henc'hresianed ; kentañ kentel Klask ar Graal eo ar veaj-se.
E dibenn an hevelep kantved e voe skrivet Annales Cambriae, "Bloazdanevelloù Kembre", ma kaver meneg eus daou emgann bet kaset gant Arzhur.
- XIvet kantved
E deroù an XIvet kantved e voe savet istor Culhwch ac Olwen ; tammoù anezhañ zo e Llyfr Gwyn Rhydderch (c. 1350), en e bezh emañ e Llyfr Coch Hergest (c. 1382). En istor-se ne c'hallje Culhuwch dimeziñ da Olwen nemet goude bezañ sevenet 40 kur, ar pezh a reas gant harp Arzhur hag e varc'heien ; un alberzh eus klaskoù Arzhur ha marc'heien an Daol Grenn eo Culhwch ac Olwen.
- XIIvet kantved
E 1136 e teuas ar gouloù Historia Regum Britanniae, "Istor Rouaned Enez Vreizh", aozet gant Jafrez Menoe. Kentañ "buhezskrid" Arzhur eo, ma ya da zaeañ ha da faezhañ impalaer Roma, ar pezh a zo ur respont da zreistbeli Karl Veur a-c'houde ma voe lakaet e penn an Impalaeriezh santel roman german gant ar pab Leo III da zeiz an Nedeleg er bloaz 800.
En Historia Regum Britanniae e lenner a-zivout ganedigezh Arzhur, iriennoù Merzhin, aloubidigezh Europa, marv Arzhur ha treuzdougen e gorf da Enez Avalon.
En 1155 ez echuas ar barzh norman Wace e Roman de Brut, un Istor eus Enez Vreizh m'emañ ar c'hentañ meneg eus an Daol Grenn, a voe profet gant ar rouanez Gwenivar d'ar roue Arzhur da zeiz o eured.
Adalek 1170 ez embannas ar Gall Chrétien de Troyes pemp romant eizhsilabennek tennet eus Danvez Breizh, a anver romans de la table ronde pe cycle arthurien e Bro-C'hall. Er c'helc'hiad-se e tro mui-ouzh-mui kurioù milourel harozed Danvez Breizh da aferioù karantez, levezonet-bras ma'z eo gant giz an amour fin a rene e Poitiers war lez ar rouanez Eleanora Akitania hag he fried Herri II (Bro-Saoz).
- XIIIvet kantved
Boulc'het e oa an XIIvet kantved pa skrivas ar Gall Robert de Boron daou istor anvet Li romanz de l'estore dou Graal ha Merlin ; er romanz e kont penaos e voe lakaet Jozeb Arimatia da ziwaller ar Graal kent e lezel da vout kaset da Enez Vreizh, hag ur c'hristenadur eus Historia Regum Britanniae, Roman de Brut hag oberennoù Chrétien de Troyes eo Merlin.
N'eus bet oberenn a bouez ebet a gement a dennas da Zanvez Breizh er XIVvet kantved. E dibenn ar XVvet e voe embannet Le Morte Darthur Thomas Malory.
Embannadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En toull-bac'h edo Thomas Malory pa skrivas The hoole booke of kyng Arthur & of his noble knyghtes of the rounde table, "Levr klok ar roue Arzhur & e varc'heien nobl an daol grenn", etre miz Even 1468 hag an 3 a viz Here 1470 ; pemp mizvezh goude bout bet lakaet en e frankiz e varvas, d'ar 14 a viz Meurzh 1471, hep bout degaset kemm pe gemm en e zornskrid war a hañval.
Pevarzek vloaz goude marv ar skrivagner, e 1485 eta, e voe graet un henvoulladur eus e oberenn gant William Caxton. Divizout a reas Caxton kemmañ an talbenn e Le Morte Darthur – danvez an istor diwezhañ eo ; marteze dre dreuzintent ratozh an aozer ez adstummas ar skrid : p'en devoa Malory e rannet en 8 istor e tibabas Caxton e rannañ e 21 levrenn ha 504 fennad ; e deroù pep pennad ez ouzhpennas un talbenn a zeskriv an danvez ; e dibenn pep pennad ez ouzhpennas ur venegenn ivez. Ur rakskrid a savas, ma tispleg ar perag eus an embann hag ar penaoz eus ar rannañ.
Div skouerenn eus embannadur William Caxton zo deuet betek ennomp : an eil e Manchester[1], eben e New York[2].
Kement a verzh a reas Le Morte Darthur ma voe advoullet e 1498 gant un nebeud kemmoù hag ouzhpennadennoù ; un advoulladenn heñvel a voe graet e 1529 gant an Elsassat Wynkyn de Worde, a oa warlerc'hiad William Caxton en hevelep ti-moullañ e London.
Div wech c'hoazh e voe adembannet Le Morte Darthur er XVIvet kantved, gant daou di-moullañ dizalc'h an eil diouzh egile : e 1557 hag e 1585 ; bewech e voe ouzhpennadennoù, fazioù reizhet ha fazioù nevez.
E 1634 e voe advoullet oberenn Malory gant William Stansby (1572-1638), mouller e London. The Sansby Edition a reer eus an embannadur-se, a voe an hini diwezhañ kent deroù an XIXvet kantved ha mare ar romantelouriezh en Europa.
E 1816 e teuas er gouloù daou adembannadur – distag an eil diouzh egile – eus The Sansby Edition. Diwar doare Caxton kemmesket gant hini Stansby e voe savet an embannadurioù a zeuas diwezhatoc'h betek ma voe kavet The Winchester Manuscript, dornskrid Winchester.
Dornskrid Winchester
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Even 1934, p'edo o renabliñ dalc'had levraoueg skol-veur Winchester, e kavas ar rener Walter F. Oakeshott ur skouerenn eus oberenn Thomas Malory, dornskrivet gant daou zen war 484 follenn paper gall 285 x 200 mm o ment.[3] Goude bout studiet ar gavadenn e prouas al lenneg e 1935 penaos e oa bet adveret skrid Thomas Malory gant William Caxton, pa n'eus na levrennoù na pennadoù e dornskrid Winchester ; a-hend-all e vartezeas e teue labour Caxton eus ur skrid hag a oa rannet en doare-se.
Dre e ensellout gant ur mikroskop e voe diskouezet war an dornskrid nevez-kavet takennoù liv hag a zeue eus moullerezh Caxton, ar pezh a ziskouez e oa bet en e gerz.
Evit kas an enklask pelloc'h e c'houlennas W. F. Oakeshott skoazell digant ar Gall Eugène Vinaver (1899-1979), kelenner e skol-veur Manchester ha diazezer an Arthurian Society e 1928. Hennezh a gadarnaas labour Oakeshott goude bezañ keñveriet henvoulladur William Caxton (HC) ha dornskrid Winchester (DW)[4] :
- disheñvel eo HC diouzh DW ;
- tostoc'h d'ar skrid orin eo DW eget HC ;
- HC zo rannet e levrennoù ha pennadoù, DW n'eo ket ;
- deveret eo HC diouzh DW ha diouzh un dornskrid all koshoc'h ;
- rannet e levrennoù ha pennadoù e oa an dornskrid all ;
E 1947 ez embannas E. Vinaver dindan an talbenn The Works of Thomas Malory ur gentel eus Le Morte Darthur diazezet war dornskrid Winchester, ma tisplegas en devoa aozet ar skrivagner ur stirad eizh istor arzhuriek distag an eil re diouzh ar re all hag a oa bet bodet gant William Caxton[5]. Merket ez eus bet koulskoude e ra meneg lod istorioù da zarvoudoù a c'hoarvez en istorioù all, ar pezh a laka da grediñ e oa mennet Malory da sevel un oberenn glok ha kempoell.
Perzhioù dibar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur soudard hag ur marc'heg e oa Thomas Malory, diouzh ma skrivas-eñ e Le Morte Darthur ha hervez ar pezh a ouzer a-zivout e vuhez.
War ziskar ez eas perzh ar varc'heien er brezelioù a-hed an XIIvet ha XIIIvet kantvedoù, hag adalek emgannoù Crécy e 1346 hag Azincourt e 1415 e-kerzh ar Brezel Kant Vloaz (1337-1453) e voe muioc'h anezho el lennegezh eget war an tachennoù-brezel.
Evel skrivagnerien all e klaskas Malory ratreañ skeudenn ar varc'heien dre buñsañ en andonioù ar Grennamzer, a anaveze dre skridoù gallek pergen.
Anat eo an hiraezh da varc'heien e barr o brud hag an eorizhekadur anezho a-hed an oberenn, met perzh dibar Le Morte Darthur e-keñver ar skridoù all eo e yezh plaen pizh ha berr a zo pell diouzh an alegoriennoù hag an ideologiezh a gaver er skridoù arzhuriek all. Gouezet en deus Malory tennañ splet eus un dalc'had istorioù hengounel kenweet evit krouiñ un istor nevez, mibinoc'h ha muioc'h a startijenn ennañ, digabestret m'eo diouzh lastr ar gristeniezh hag an darvoudoù hud niverus a zo en oberennoù all; e berr gomzoù : gwiheñveloc'h eo Le Morte Darthur eget e vammennoù. An abeg da gement-se eo staelad Malory – ul lenneg arzhuriek ne oa ket, ur soudard desket ha deol ne lavarer ket.
Un doare arnevez da gontañ danvez kozh eo Le Morte Darthur neuze. Ne ya ket Malory d'en em goll a ziskerzh da ziskerzh, eeun ha prim eo e zeskrivadurioù, krenn eo e lavar, en emzivizoù emañ skog an drama.
Da lavar William Caxton en e rakskrid, ne voe an oberennoù gallek e gwerzennoù nemet andonioù ditouroù evit boueta donezon Thomas Malory, a rae the French booke anezho evel pa n'en devije lennet nemet Chrétien de Troyes, ar pezh a vije souezhus rak anat eo e voe ken niverus ar mammennoù m'en devoa klasket Malory o unvaniñ, hep dont a-benn avat pa chom digempoelloù en e skrid, lod anezho dre fazioù treiñ hep mar, lod all en abeg d'an tolzad ditouroù en devoa bet da zirouestlañ.
Framm ha danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu amañ un deskrivadur eus Le Morte Darthur a zo savet diwar embannadur William Caxton e 1485, gant anvioù al levrioù orin evel skrivet gant Thomas Malory.
Thomas Malory | William Caxton |
---|---|
Fro the Maryage of Kynge Uther unto Kyng Arthure that Regned Aftir Hym and Ded Many Batayles Eus eured ar roue Uter betek ar roue Arzhur a renas en e c'houde hag a reas kalz emgannoù |
Levrennoù I - IV (89 fennad) |
The Noble Tale Betwyxt Kynge Arthure and Lucius the Emperor of Rome An istor nobl etre ar Roue Arzhur ha Lucius Impalaer Roma |
Levrenn V (12 pennad) |
The Noble Tale of Sir Launcelot Du Lake Istor nobl Sir Lanselod al Lenn |
Levrenn VI (18 pennad) |
The Tale of Sir Gareth of Orkney Istor Sir Gareth ag Inizi Orc'h |
Levrenn VII (35 pennad) |
The Fyrst and the Secunde Boke of Syr Trystrams de Lyones Levr kentañ hag eil levr Sir Tristram a Lyones |
Levrennoù VIII - XII (201 pennad) |
The Noble Tale of the Sankgreal Istor nobl ar Graal Santel |
Levrennoù XIII - XVII (76 pennad) |
Sir Launcelot and Queen Gwenyvere Sir Lanselod hag ar Rouanez Gwinevar |
Levrennoù XVIII - XIX (38 pennad) |
The Dethe of Arthur Marv Arzhur |
Levrennoù XX - XXI (35 pennad) |
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Le Morte d'Arthur
- (en) I-IX (gant ur c'heriaoueg
- (en) X-XXI (gant ur c'heriaoueg)
- (en) I-XXI
- (en) Le Morte d'Arthur – King Arthur and the Knights of the Round Table, Canterbury Classics, 2015 (ISBN 978-1-6268-6463-4)
- Diwar-benn Le Morte d'Arthur
- (en) Walter F. Oakeshott, Essays on Malory, Oxford University Press, 1963 (ASIN: B000NY8O2E)
- (en) Bonnie Wheeler & Robert L. Kindrick & Michael N. Salda, The Malory Debate: Essays on the Texts of "Le Morte Darthur", D. S. Brewer, 2000 (ISBN 978-0-8599-1583-0)
- (en) D. Thomas & Jr. Hanks & Janet Jesmok, Malory and Christianity: Essays on Sir Thomas Malory's Morte D'arthur', Western Michigan University, 2013 (ISBN 978-1-5804-4176-6)
- (en) K. S. Whetter, The Manuscript and Meaning of Malory's Morte Darthur: Rubrication, Commemoration, Memorialization, D.S. Brewer, 2017 (ISBN 978-1-8438-4453-2)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Dornskrid Winchester
- (en) Le Morte Darthur (1906) Levrennoù I-X/19
- (en) Le Morte Darthur (1906) Levrennoù X/20-XXI
- (en) Malory Project
- (fr) Thomas Malory, Le Morte Darthur, troet gant Marguerite-Marie Dubois, Éditions Corentin, 1993 & 2012 (ISBN 978-2-9097-7147-2)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) The University of Manchester Library
- ↑ (en) The Morgan Library & Museum
- ↑ (en) The British Library.
- ↑ (en) Eugene Vinaver, Malory's Morte Darthur, In The Light Of A Recent Discovery, e Bulletin Of The John Rylands Library Vol.19, No.2, Gouere 1935.
- ↑ (en) Eugene Vinaver, The Works of Sir Thomas Malory, Oxford University Press (ASIN: B0000CIX6Y)
|