William Shakespeare
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
- Gant ar ger Shakespeare e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Shakespeare (disheñvelout).
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Saoz |
Anv e yezh-vamm an den | William Shakespeare |
Anv-bihan | William |
Anv-familh | Shakespeare |
Moranv | The Bard of Avon |
Deiziad ganedigezh | Ebrel 1564 |
Lec'h ganedigezh | Stratford-upon-Avon |
Deiziad badeziant | 26 Ebr 1564 |
Deiziad ar marv | 23 Ebr 1616 |
Lec'h ar marv | Stratford-upon-Avon |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | talvoud dianav |
Deiziad douarañ pe deviñ | 25 Ebr 1616 |
Lec'h douaridigezh | Holy Trinity Church |
Tad | John Shakespeare |
Mamm | Mary Shakespeare |
Pried | Anne Hathaway (Shakespeare) |
Bugel | Susanna Hall, Hamnet Shakespeare, Judith Quiney |
Yezh vamm | Early Modern English |
Yezhoù komzet pe skrivet | Early Modern English |
Yezh implijet dre skrid | Early Modern English, saozneg |
Micher | dramaour |
Bet war ar studi e | King Edward VI School, Stratford-upon-Avon |
Lec'h annez | Stratford-upon-Avon |
Emezelet ouzh | Lord Chamberlain's Men, King's Men |
List of works | William Shakespeare bibliography |
Tachenn | pezh-c'hoari, barzhoniezh |
Present in work | Star Trek: The Original Series Core Game Book |
Prantad | English Renaissance |
Studiet gant | Shakespeare studies |
Deskrivet dre | Chandos portrait |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Un dramaour hag ur barzh eo William Shakespeare, ar skrivagner brudetañ e bed al lennegezh saoznek. E Stratford-upon-Avon eo bet ganet e miz Ebrel 1564 ha badezet d'an 26 a viz Ebrel. Lidet e vez e zeiz-ha-bloaz d'an 23 p'emañ gouel sant Jord, paeron Bro-Saoz. Marvet eo bet d'an 23 a viz Ebrel 1616.Pa oa ar Rouanez Elesbed Iañ o ren e mare e obererezh lennegezh ec'h aparchant oberenn Shakespeare da vare al lennegezh elesbedat. Skrivañ a reas 1 600 sonedenn, met n'eus nemet un ugent pezh-c'hoari ma vezer sur eo Shakespeare an oberour anezho. Tabut a zo bet war peseurt lodenn labour a zo bet sevenet gantañ. Kinniget ez eus bet gant arbennigourien zo ma ne voe bet lakaet oberennoù savet gant tudjentiled dindan e anv. P'en deus asantet da embannadurioù 'zo, reoù all a zo bet savet hep e ali ha leun a fazioù int.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket gwall anavezet buhez William Shakespeare. Pa oa e vamm ganet en un tiegezh perc'henned douar e timezas ur pelleter a c'hounezas bezañ anvet da vaer Stratford. Ha William, trede bugel diwar eizh, a yeas da studiañ d'ur grammar school (ur skol eil derez) ar gêr hag a yeas marteze da Skol-Veur Oxford e-pad un nebeud mizioù. Koulskoude e timezas, yaouankik a-walc'h, pa oa 18, gant Ann Hathaway. Tri bugel a zeuas er familh dindan 3 bloaz ha ne ouzer ket pelec'h e oant o chom.
E 1592 e ouzer e oa o chom e Londrez hag anavezet dija evel komedian ha dramaour. Soutenet e oa gant kont Southampton hag e tedias dezhañ un darn eus e varzhonegoù hag ur pezh-c'hoari. Prenañ a reas Shakespeare ul lodenn e kompagnunezh c'hoariva perc'hennet gant an aotrou kambrelan (Lord Chamberlain e saozneg).
War-dro bloavezhioù diwezhañ ar XVIvet e oa Shakespeare unan eus pennoù C'hoariva ar Voul-Douar (Globe Theater) ha goude-se e teuas da vezañ lodenner C'hoariva ar Blackfriars. Ne seblant ket bezañ chomet komedian goude 1603.
War-dro 1610 e teuas da Stratford en-dro. Mervel a reas a-raok 6 vloaz goude.
E oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Barzhoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Shakespeare's Sonnets
- Sonnet 15
- Sonedenn 60 (lakaet e brezhoneg gant Yann-Fulub Dupuy[1])
- Venus and Adonis
- The Rape of Lucrece
- The Passionate Pilgrim
- The Phoenix and the Turtle
- A Lover's Complaint
C'hoariva
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fentc'hoarioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Tempest
- The Two Gentlemen of Verona
- The Merry Wives of Windsor
- Measure for Measure
- The Comedy of Errors (lakaet e brezhoneg gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan, dindan titl Komedienn mil luiet)
- Much Ado About Nothing
- Love's Labour's Lost
- A Midsummer Night's Dream
- The Merchant of Venice (lakaet e brezhoneg gant Yann Loeiz Emili, dindan titlMarc'hadour Venezia)
- As You Like It
- Taming of the Shrew (lakaet e brezhoneg gant Yann Loeiz Emili, dindan titl Ar Geben Doñvaet)
- All's Well That Ends Well
- Twelfth Night or What You Will
- The Winter's Tale
- Pericles, Prince of Tyre
- The Two Noble Kinsmen
- Cymbeline
Pezhioù-c'hoari istorel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- King John
- Richard II
- Henry IV, part 1
- Henry IV, part 2
- Henry V
- Henry VI, part 1
- Henry VI, part 2
- Henry VI, part 3
- Richard III
- Henry VIII
Trajediennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Romeo and Juliet (bet lakaet e brezhoneg gant Klerg, dindan titl Romeo ha Julieta)
- Troilus and Cressida
- Coriolanus
- Titus Andronicus
- Timon of Athens
- Julius Caesar
- Macbeth (bet lakaet e brezhoneg gant Roparz Hemon, dindan titl Makbez)
- Hamlet
- King Lear
- Othello (bet lakaet e brezhoneg gant Klerg)
- Antony and Cleopatra
Pezhioù-c'hoari kollet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pezhioù-c'hoari amwir
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Open Source Shakespeare
- Dornlevrioù evit an holl oberenn
- British Library; 93 skouerennoù embannadur orin in quarto
- Oberennoù klok
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Al Liamm, niv. 379, Meurzh-Ebrel 2010