Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

ezel

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Eus esel e krennvrezhoneg a zeufe eus ur ger keltiek *astili-, deveret eus *astū « askorn », en deus roet ar gerioù ais « kostezennoù » e kembraeg hag asow « kostezennoù » e kerneveureg.[1][2] Gwelet askorn.
Kar d'ar gerioù esel « ezel » e kerneveureg hag aisil « lodenn, pezh ; junt » en iwerzhoneg.

Anv-kadarn

ezel /ˈeːzɛl/ gourel (liester : izili)

  1. (Korfadurezh) Kement lodenn fiñvus eus ar c'horf, estreget ar penn, hag a zo stag ouzh ar c'horf-bras gant ur c'houbl
    • Ma izili a zo evel marv ouzhin. — (Fañch an Uhel, Sainte Tryphine et le Roi Arthur, Presses Universitaires de Rennes, Terre de Brume, 2002, p. 26.)
  2. Den a zo en ur strollad tud (politikel, kevredigezhel, kumuniezhel, ...) en un doare ofisiel
  3. e-lec'h izili:

Doareoù-skrivañ all

En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet esel.

Gerioù heñvelster

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troioù-lavar

Troidigezhioù

Lodenn eus ar c'horf (1)
Den a zo en ur strollad tud (2)

Gwelet ivez

  • Ar pennad « ezel » e-barzh Wikipedia Pennad war Wikipedia

Daveoù

Roll an daveoù :

  • [1] : Ranko Matasović, Addenda et corrigenda to Ranko Matasović’s Etymological Dictionary of Proto-Celtic, Zagreb, 2011, p. 3.
  • [2] : Nicholas Zair, The Reflexes of the Proto-Indo-European Laryngeals in Celtic, Leyden, Brill, 2012, p. 54.


Nederlandeg

Anv-kadarn

ezel /ˈezəɫ/ gourel (liester ezels, furm vihanaat ezeltje)

  1. Azen.

Distagañ