finoc'h
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-gwan fin hag an dibenn-ger -oc'h.
Furm anv-gwan
finoc'h /ˈfĩ.n:ɔx/
- Derez-uheloc'h an anv-gwan fin.
- Daou, ar re hardian, Jojo hag ar Pôtr-ru, a grapas er weenn, darn abafoc'h, finoc'h marteze, a guntuilhe hag a zebre spezard, kastrilhez da c'hortoz ar per; darn all gant ar merc'hed a azeas war ar voger. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 27.)
- Ma n'int ket ken herrek hag ar re yaouank, finoc'h e c'hellont bezañ. — (Brogarour, Onenn, Gwengamp, 1936, p. 25.)
- [...] — dibaouez e veze o klask razouiri nevez, souploc'h ha finoc'h o laonenn —, [...]. — (Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, Al Liamm, 1979, p. 28.)
- Hemañ zo ken fin all, ma n'eo ket finoc'h. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 15.)
- Finoc'h eget :
- — [...]. C'hoariomp finoc'h egetan, ha klaskomp d'ezan eur vi ha ne vo ket bet dozvet gant labous ebet. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 22.)
- — « [...]. Ha, dreist-holl, na lavarit ket gevier d'ho mamm, rak ar mammoù a zo finoc'h c'hoazh eget o bugale, hag, abred pe ziwezhat e teuont atav da c'houzout ar wirionez ! » — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 68.)
- Ne voen ket evit mirout da soñjal koulskoude e oa an den finoc'h, kalz finoc'h eget m'en doa doare da vezañ. — (Roparz Hemon, Diamantoù Keroulaz, Al Liamm, 1964, p. 207.)
- Finoc'h eo al loarier-se eget ne gred deoc'h. — (Abeozen, Pirc'hirin Kala-Goañv, Al Liamm, eil emb. 1986, p. 17-18.)
- Finoc'h evit :
- Te a zo finnoh evid eul louarn ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 35.)
- Fin ez om, eme Gare, med finnoh an eil evid egile. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 60.)
- Finoc'h-finañ : muioc'h-mui fin.
- Er bloavez bizeost bezit fin :
Lakait kanab ha lezit ho lin.
Bezit finnoc'h er bloaz war-lerc'h :
Lakait lin e plas ho kerc'h. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 325.)
Troidigezhioù
- galleg : plus fin(e)(s) (fr) (que)
- galleg : plus maligne(s) (fr) , plus malin(s) (fr) (que)