hebiou
Neuz
Brezhoneg
- Eus ar c'hrennvrezhoneg hebiou, da geñveriañ gant ar c'hembraeg heibio, hag an heniwerzhoneg sceo « ha » : deverad keltiek eus ar memes gwrizienn hag hep. Gwelet ar ger-mañ.[1]
Araogenn
Gour | Furm |
U1 | hebiou din |
U2 | hebiou dit |
U3g | hebiou dezhañ |
U3b | hebiou dezhi |
L1 | hebiou deomp, hebiou dimp |
L2 | hebiou deoc'h |
L3 | hebiou dezho, hebiou dezhe |
D | hebiou deor |
hebiou /e.ˈbju/
- Araogenn a ziskouez lec'hiadur unan bennak pe un dra bennak a dremen e-kichen hag a bella goude.
- mont hebiou
- tremen hebiou udb
- Ur bourc'hiz bennak, o tremen hebiou dezho, a vez klevet o tisklêriañ [...] — (Brogarour, Onenn, Gwengamp, 1936, p. 55.)
- anv-gwan
- An toull hebiou zo frank. — (Krennlavar.)
Doareoù-skrivañ all
- e-biou
- 'biou
Troidigezhioù
- Araogennoù brezhonek, stag
Roll an daveoù :