latin
Neuz
Gwelet ivez : Latin |
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-gwan
latin /ˈlatːin/ hollek gourel
- Yezh indezeuropek boaziet gwechall e kêr Roma, el lec'hioù tro-dro dezhi hag en impalaeriezh roman
- Han ! ne ket sentus oa ar C'hallaoued coz-se ? Lezel ho frezeg dioc'h-tu, hag en em lacat da zaosnegat latin ! — (Goulven Morvan, Ar brezounec, Feiz ha Breiz niv. 8, 1865, p. 57b.)
- Kenta medesin. — Gortozit, gortozit! Ni a zo o vont da studia hoc'h affer dirazoc'h hag e lec'h mont e latin, ez aïmp e brezoneg, abalamour d'eoc'h da entent gwelloc'h ac'hanomp. — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 19.)
- Hogen e droidigezh e brezhoneg he deus doare da vezañ bet graet kentoc'h eus al latin eget eus ar gregach. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 34.)
- N'eo ked divahagn al latin a zeu ganeom. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 57.)
- En iliz ne vez kaned, peded, ha prezeged, nemed e latin hag e brezoneg. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 94.)
- Desket-bras e oa, diaes e vefe bet kavout gwelloc'h egetañ war al latin. — (Ernest ar Barzhig, Minna ha danevelloù all..., Mouladurioù Hor Yezh, 1988, p. 147.)
Deveradoù
- latinadur, latinekadur : stad un dra latinaet, latinekaet pe lakaet e latin
- latinaat, latinekaat : lakaat e latin
- latinat
- latineg : ar yezh latin
- latinegerien : an dud a gomz latin
- latinelezh, latiniezh : stad pezh zo latin (ha n'eo ket german, kelt, slav)
- latiner, latinour
Notenn
- Ar ger latineg ne vez ket gwall implijet.
- Latinaich ivez gant Gregor.
Gerioù kevrennek
Troidigezhioù
- afrikaans : Latyn (af)
- alamaneg : Latein (de)
- arabeg : لاتِينِيّة(ar) (lātiníyya)
- esperanteg : latino (eo)
- finneg : latina (fi)
- frizeg : Latyn (fy)
- galleg : latin (fr)
- gresianeg : λατινικά (el) (latinika)
- hebraeg : לטינית (he) (latinit)
- hindeg : लातिनी (hi)
- italianeg : latino (it)
- katalaneg : llatí (ca)
- kurdeg : latînî (ku)
Anv-gwan
latin /ˈlatːin/
- E latin, a reer gantañ pe zo anezhañ e latin
- Ul levr latin.
- (Dre astenn-ster) Deveret eus al latin, a denn d'ar yezhoù deveret anezhañ end-eeun ; romanek
Notenn
- An anv-gwan latinek ne vez ket gwall implijet.
Troidigezhioù
- Ar gerioù latin er wikeriadur
- Ar pennad « latin » e-barzh Wikipedia