Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

sukr

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Kristalioù sukr.
Tammoù sukr.
Molekulennoù sukr diseurt.

Etimologiezh

Eus ar ger krennvrezhonek csucr[1], amprestet digant an henc'halleg çucre, eus latin ar grennamzer succarum, amprestet digant an arabeg سُكّر (súkkar), eus ar perseg شکر (shekar), eus ar sañskriteg शर्करा (śarkarā) « sukr poultr pe sukantin », ster orin : « grouan, traezh » (kar d'ar ger henc'hresianek κρόκη « bili ».

Anv-kadarn

sukr /ˈsyk(r)/ hollek gourel

  1. Danvez dous ha plijus e vlaz a gaver peurliesañ er stumm kristalizet, tennet diouzh korz-sukr ha beterabez peurgetket.
    • Goût ouzont grilhañ kafe, impli'añ koavenn laezh
      Fontañ sukr 'barzh an dour tomm, hag ober se hep fraezh.
      — (H. Laterre (Bodlan) ha F.Gourvil (Barr-Ilio), Diviz diwar-benn an dimeziñ e-barzh Kanaouennou Breiz-Vihan, 1911.)
    • E meur a dolead, koulskoude, e kave a-wechoù atantoù bras e-lec'h ma veze tud, morianed anezho peurvuiañ, o labourat e tachennadoù plant kafe ha korz sukr. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 45.)

sukr /ˈsyk(r)/ gourel (liester : sukroù)

  1. (kimiezh) Oz. Molekulenn organek, ur glusid peurgetket, doareet gant bezañs ur fonksion karbonil (aldehid pe seton) ha meur a fonksion alkol.

Gerioù kevrennek

Deveradoù

Divinadell


Troidigezhioù

Daveoù

Roll an daveoù :

Anv-kadarn

sukr /ˈsyk(r)/ hollek gourel


Furm verb

sukr /ˈsyk(r)/

  1. Furm trede gour unan amzer-vremañ ar verb sukrañ .
    • Te a sukr da gafe, me ne ran ket.