taol-kaer
Neuz
Brezhoneg
Anv-kadarn
taol-kaer /tɔlˈkaɛr/ gourel (liester taolioù-kaer)
- Tra diaes da ober.
- Aze n'eo ket un taol-kaer kouezhañ, na bezañ lazhet ivez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 509.)
- Tra vrav, afer vat (a-wechoù dre c'hoap).
- Un taol kaer 'vat, eme darn 'zo, hag e tu-all d'ar mor divhar o deus ivez paotred ha merc'hed, hep mui ken. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 127.)
- Sell aze un taol-kaer, 'vat ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 509.)
- Hañ ! setu eno un taol-kaer‚'vat ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 159.)
- Kur.
- Diouzh klevet ar re gozh o deveze graet taolioù-kaer pa oant yaouank. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 509.)
- Lid a oa bet graet dezhañ hag en holl diez Lokmerven, sur-mat, ne oa bet kaoz en noz-se nemet eus e daol-kaer. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 68.)
- Evit ar poent bepred ne oa troet d'ober taol-kaer ebet, rak kousket-mik e oa. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 32.)
Troidigezhioù
- belle affaire; exploit