Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Angola

Eus Wikipedia
República de Angola
Repubilika ya Ngola

Republik Angola
Banniel Angola Skoed-ardamez Angola
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur : "Virtus Unita Fortior"
Kan broadel: Angola Avante !
Lec'hiadur Angola
Lec'hiadur Angola
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Luanda
8°50′S 13°20′E
Yezh(où) ofisiel portugaleg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant João Lourenço
 - Besprezidant Bornito de Sousa
Dizalc'hded diouzh Portugal 
 - Deiziad 11 a viz Du 1975 
Gorread
 - Hollad 1 246 700 km² (24vet)
 - Dour (%) dister
Poblañs
 - istimadur 2017 29 310 273 ()
 - niveradeg 2014 25 800 000
 - Stankter 24/km² (199vet)
PDK (PGP) 2016 (istimadur)
 - Hollad $187,3 milmilion (65vet)
 - Keidenn $6 800 (156vet)
FDD  (2004) 0,439 (izel) (161)
Moneiz Kwanza (AOA)
Gwerzhid-eur (UTC+ 1)
Kod kenrouedad .ao
Kod pellgomz +244

Ur Stad en Afrika eo Republik Angola (portugaleg : República de Angola, distagadur IPA /ʁɛ'publikɐ dɨ ɐ̃'gɔlɐ/, kongoeg: Repubilika ya Ngola).
War aod kornôgel ar c'hevandir emañ. Harzoù he deus Angola gant Namibia er su, Republik Demokratel Kongo en norzh ha Zambia er reter, tra m’emañ ar Meurvor Atlantel er c’hornôg. Proviñs Kabinda zo un ezklozadur en deus harzoù gant Republik Kongo ha Republik Demokratel Kongo.

Luanda eo ar gêr-benn.

Un drevadenn eus Portugal eo bet e-pad pell a-raok bout dizalc'h e 1975. An eil bro bortugalek er bed eo Angola (goude Brazil) ma seller ouzh he gorread, hag an drede pa reer anv eus ar boblañs. Pinvidik eo e gondon.

Eus ar portugaleg Reino de Angola "Rouantelezh Angola"[1], deveret diouzh ngola, a oa titl roueed Ndongo, ur rouantelezh waz da rouantelezh Kongo ; e 1556 e voe broudet Ndongo gant Portugaliz da emsevel enep Kongo.

War aod ar Meurvor Atlantel ez eus ur vandennad strizh a zouaroù strujus a vez labouret ; eno emañ Luanda. A-us dezhi, war-dro 1 000 m a-us live ar mor er Reter, ez eus un uhelgompezenn trovanel he hin goloet gant savanennoù. Enni emañ lec'h uhelañ Angola, Morro de Mocco (2 620 m).
En Norzh emañ traoñienn ar stêr Gongo, goloet a goadeier. Er Su, betek an harzoù gant Namibia, ez eus ur savanenn ivez.

Maiz, patatez dous ha fav a c'hounezer war an aod evit ar bevezadur diabarzh ; evit an ezporzhiañ e c'hounezer kafe ha kotoñs war an uhelgompezenn, palmez-eoul ha korz-sukr en tiriadoù glepoc'h hag er c'hoadegi.
Mengleuzioù diamant zo e Biz ar vro.
Tireoul zo er meurvor a-vaez da Gabinda ; diwarnañ e tenn Angola 50% eus he C'henderc'h Diabarzh Kriz (KDK), ha tremen 90% eus hec'h ezporzhioù.[2]

Agostinho Nieto e 1975
Jonas Savimbi e 1989

E traoñienn uhel ar Zambeze ez eus bet kavet bili hag a voe stummet tremen ur milion a vloavezhioù zo ; aspadennoù binviadurioù eus ar Sangoen (–40 000) zo bet kavet e Reter ar vro, ha re eus al Lupemban (–15 000) e traoñienn ar stêr Gongo.
E deroù an amzervezh kristen e krogas pobladoù bantouek da zifraostañ ar frankizennoù ; war-dro an VIIIvet kantved en em stailhjont war glannoù ar stêr Gongo, ma savjont rouantelezhioù.

Unan anezho, anvet Kongo ("bro ar B anterenn"), a oa en he barr a-drugarez d'ar gounezerezh (ignamez) ha d'an eskemm traezoù houarn (binvioù, armoù) ouzh ivor gant pobladoù an diabarzh pan erruas Portugaliz Diogo Cão e 1482. En e gêr-benn veur Mbanza Kongo e veve ar mani-kongo, ar roue ; goude e c'hounidigezh d'ar feiz kristen e voe São Salvador anv nevez Mbanza Kongo.
Kevatalour e voe an darempredoù er penn-kentañ, hogen tamm-ha-tamm e troas Portugaliz da renerien wirion ar rouantelezh (1589), c'hoant ganto da biaouañ ar mengleuzioù aour ha da bourchas sklaved, a-douez sujidi ar roue zoken. War ziskar ez eas ar rouantelezh neuze, betek mont da get e kreiz ar XVIIvet kantved.

Portugaliz e ziorroas tiriadoù an aod ha glannoù ar stêr Gongo, ar pezh a gasas ar pobladoù d'ar c'hêrioù ma hironjont. E dibenn an XIXvet kantved e tizhjont diabarzh ar vro ; ret e voe dezho gortoz diwezh ar bloavezhioù 1920 evit dont a-benn da sujañ pobladoù an uhelgompezennoù kreiz, ar pezh a voe unan eus pennabegoù an trubuilhoù a c'hoarvezas goude dizalc'h Angola.
E 1879 e voe bodet Moçambique hag Angola gant an ergerzher Alexandre de Serpa Pinto ; e 1888, un ultimatum a-berzh ar Rouantelezh-Unanet a verzas ouzh Portugal da unaniñ he div drevadenn.
Da heul Kuzuliadeg Berlin (1885-86) e voe krouet enklozadur Cabinda war glann dehoù ar stêr Gongo evit ma c'hellje Stad dizalc'h Kongo Leopold II Belgia kaout un digor war ar mor.

E 1951 e troas Angola da "broviñs tramor" : aotre a voe roet da Angoliz da vout keodedourien bortugalat, gant ma vastjent da zivizoù resis. Emsavadeg a c'hoas, strolladoù politikel angolat a voe krouet (1956) hag e 1961 e voe taget karc'har Luanda ganto a-benn divac'hañ ar brizonidi bolitikel ; 2 000 trevadenner porugalat a voe lazhet. A-c'houde respont lu Portugal, a lazhas 10 000 den angolat du, e voe kantadoù a viliadoù a Angoliz o tec'hel war-du Kongo-Léopoldville.
Gant an darvoudoù-se e voe boulc'het Brezel Dieubiñ Angola

E 1974 e tarzhas Dispac'h ar Jenoflez e Portugal enep diktatouriezh António de Oliveira Salazar ha Marcelo Caetano d'e heul abaoe 1933. Diskaret e voe ar renadur, met diviet e voe ar Stad ; e miz Genver 1975, ar gouarnamant nevez a gejas ouzh strolladoù broadelour Angola evit dasparzhañ ar galloud etre an tri strollad pennañ da ren war Angola zizalc'h.
D'an 11 a viz Du 1975 e voe embannet dizalc'hiezh Republik pobl Angola gant Agostinho Neto.
Petra bennak ma voe gounezet an dizalc'hiezh e krogas ur brezel diabarzh, a badas betek 1992, ma voe strolladoù angolat o stourm enep Portugaliz en ur stourm kenetrezo evit gounit ar veli war ar gêr-benn. E-tal kêriz hag an hironed, harpet gant URSS ha Kuba, e voe broadelourien gadarn Jonas Savimbi, enno Ovimbundued eveltañ dreist-holl (40%), skoazellet gant broioù ar C'hornôg ha Suafrika.

Agostinho Neto e voe penn ar Stad nevez adalek 1975 betek 1979 ; war e lerc'h e renas Eduardo Dos Santos. Ur feur-emglev a beoc'h a voe sinet e 1991 en Estoril (Portugal) etre e strollad ha hini Jonas Savimbi, met hennezh a savas enep disoc'hoù mouezhiadeg miz Gwengolo 1992, a voe gounezet gant tu Agostinho Neto, ha brezel diabarzh a voe adarre.
Da-heul un eil emglev sinet e miz Du 1994 e Lusaka (Zambia) e voe savet ur gouarnamant unanet, hogen emgannoù a voe c'hoazh en tiriadoù diamantus ; ABU ha broioù ar C'hornôg a stalias un embargo war diamantoù Angola ha war ar skoazell vouedel en tiriadoù emsavet, ar pezh a zegasas reuz er poblañsoù nann-soudard.
Lazhet e voe Jonas Savimbi gant al lu angolat d'an 22 a viz Meurzh 2002 ; d'ar 4 a viz Ebrel e voe sinet un harz-tennadeg – echu e voe ur brezel diabarzh hag a oa padet 27 vloaz en holl, gant 500 000 a dud lazhet ha pevar milion a re all digêriet.

War-lerc'h Savimbi e voe lakaet unan eus e gamaladed, Isaias Samakuva (*1946) e penn ar strollad, a voe anavezet gant ar gouarnamant evel strollad eneber lezennel.


Rannoù melestradurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo Angola e 18 proviñs.

Proviñsoù Angola

  1. Karta Dias de Novais, 1571(en) Linda M. Heywood & John K. Thornton, Central Africans, Atlantic Creoles, and the Foundation of the Americas, 1585-1660, Cambridge University Press, 2007 (ISBN 978-0-5217-7065-1)
  2. (en) The World Factbook