Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Eirisgeigh

Eus Wikipedia
Pelec’h emañ Eirisgeigh (kartenn saoznek).

Eirisgeigh (Eriskay e saozneg) zo unan eus an Inizi Gall pellañ e gwalarn Bro-Skos. Emañ etre Uibhist a Deas (South Uist) ha Barraigh (Barra), ha liammet eo ouzh enez Uibhist a Deas war-bouez ur chaoser a oa bet savet e 2001. Er bloaz 2013 e oa annezet an enezenn gant 147 a dud.

Daoust m’eo bihan, ez eo brudet Eirisgeigh, evit meur a abeg. Enni e touaras ar priñs Charles Edward Stuart (Bonnie Prince Charlie) d’an 23 a viz Gouere 1745 da gemer penn emsavadeg ar Jakobited. E 1941 e voe graet peñse dirak Eirisgeigh gant ul lestr, ar "Politician", hag e gargad wiski, ar pezh a voe kontet el levr hag er film Whisky Galore.

"Coilleag a' Phrionnsa", traezhenn Bonnie Prince Charlie, en enez Eirisgeigh