Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Ratharsair

Eus Wikipedia
Dùn Cana, menez uhelañ Ratharsair, gwelet eus Loch na Mna

Ratharsair[1] pe Ratharsaigh (Raasay e saozneg) zo un enezenn hir etre enez Sgitheanach ha douar-bras Bro-Skos.

Inbhir Àrais eo ar geriadenn vrasañ ha 192 den zo o vevañ en enezenn. Brudet eo Ratharsair dre ma'z eo enni e oa bet ganet ar barzh gouezelek Somhairle MacGill-Eain (Sorley MacLean)[2]. Perc'hennet eo bet an enezenn gant meur a glan a-hed an istor.

Talvezout a ra anv an enezenn, a zeu eus an norseg, kement hag "Enez ar Yourc'h". Enni e kaver un isspesad muenned arrous zo dibar d'an enezenn[3].

  1. Mac an Tàilleir, Iain, (2003) "Placenames P-Z" (pdf). Pàrlamaid na h-Alba.
  2. Douglas Gifford, Douglas; Dunnigan, Sarah; MacGillivray, Alan: (Eds.) (2002) Scottish Literature: In English and Scots. Edinburgh University Press.
  3. Haswell-Smith, Hamish (2004). The Scottish Islands. Edinburgh: Canongate. pp. 161–166. ISBN 978-1-84195-454-7.