Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Na h-Eileanan Ascrib

Eus Wikipedia
Setu pelec'h emañ an Inizi Ascrib.
Inizi Ascrib er pelloù.

Na h-Eileanan Ascrib (Ascrib Islands e saozneg) a zo un enezeg vihan e Loch Snìosort, ul loc'h-vor er biz da an t-Eilean Sgitheanach, en Inizi Gall, en Uheldirioù Bro-Skos.

Pemp enezenn zo, hag un toullad kerreg. Ascrib a Deas eo an hini vrasañ ha suañ.
Ar re all zo : Scalp Rock, Eilean Garave, Sgeir a' Chapuill, Sgeir a' Chuain, Eilean Creagach hag Eilean Losal.

War un dro gant Ìosaigh e Loch Dhùn Bheagain int bet lakaet da Dachenn-Virlec'h ar reuniged (Phoca vitulina). Plaen a-walc'h eo an inizi, 41 m eo al lec'h uhelañ, ha n'eus gwezenn ebet warno.

Un ti zo en enezenn vrasañ. Lakaet e oa bet an enezeg e gwerzh e dibenn 1990 ha prenet gant Peter Palumbo, ur baron saoz dastumer taolennoù ha marc'hadour-tiez.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]