Inizi Barraigh
Neuz
(Adkaset eus Inizi Barra)
Inizi Barraigh (Barra Isles, pe Bishop's Isles, dre ma vijent bet perc'hennet gant an Iliz, e saozneg), a zo un enezeg en Inizi Gall, e Bro-Skos, er c'hreisteiz da Enez Barraigh. Nav enezenn emaint, hag un toullad kerreg.
An Inizi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Darn zo bihanik, ha n'eus nemet en hini vrasañ ez eus tud o chom:
- Bhatarsaigh (Vatersay e saozneg) eo an enez vrasañ;
- e Beàrneraigh (Berneray pe Barra Head), Pabaigh (Pabbay), Sanndraigh (Sandray) ha Miughalaigh (Mingulay) ez eus bet tud o chom gwechall;
- peder enezenn vihan all zo: Flodaigh (Flodday), Lingeigh (Lingay), Maol Dòmhnaich (Muldoanich) hag Uineasan.
Kaoz zo anezho e meur a saga viking.