Lios Mòr
Lios Mòr (distaget [ʎis̪ moːɾ]), Lismore e saozneg, zo unan eus an Inizi Gall, e gwalarn Bro-Skos. Emañ er biz da enez Muile, e-touez an Inizi tostañ, e kontelezh Argyll ha Bute. Gallout a reer mont war an enezenn gant bigi a loc’h eus an douar-bras.
Lios Mòr, evel kalz eus an Inizi Gall, zo digresket kalz he foblañs abaoe an XIXvet kantved. E 2001 e oa 146 den o chom warni, ha 45% anezho a oa ouzhpenn 60 vloaz.
Dre ma oa un enezenn strujus (Lios Mòr a dalvez kement ha liorzh veur), e voe ul lec’h a bouez gwechall, gant ur manati diazezet gant sant Moluag (marvet e 592), un diskibl da sant Koulmkell. Eno e voe sez eskopti Argyll ivez, betek ar XVIvet kantved. En amzer gozh, pa oa aesoc’h mont war vor eget mont gant hentoù an douar-bras, ne oa ket ul lec’h digenvez tamm ebet.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Isle of Lismore Community Website
- Comann Eachraich Lios Mòr – Lismore Historical Society
- Lismore Landscape Project